Rudolf Hertz
Neuz
Rudolf Hertz (3 a viz Ebrel 1897 e Düsseldorf - 22 a viz Mezheven 1965 e Bonn) a oa ur yezhoniour hag ur c'heltiegour alaman.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas Hertz da vezañ kelenner e 1930 e skol-veur Bonn, war dachenn ar yezhoù keltiek. E 1938 e voe skarzhet eus e garg kelenner abalamour d'e "orin nann-arian".
Goude an Eil Brezel-bed e voe adlakaet en e garg a gelenner e 1946. E-pad ur pennad e voe e penn ar studioù keltiek e skol-veur Bonn (Rheinische Friedrich-Wilhelms-Universität Bonn).
Er bloavezhioù 1946 ha 1947 e voe dilennet da gannad e Parlamant da c'hortoz Nordrhein-Westfalen, en anv ar strollad FDP.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Die Zeit- und Begründungskonjunktionen des Irischen, Halle (Saale), 1929
- Irisches Lexikon. Kurzgefasstes Wörterbuch der alt- und mittelirischen Sprache (a-gevret gant Hans Hessen, Séamus Caomhánach h.a., Halle (Saale), 1933.