Mont d’an endalc’had

Rowettia goughensis

Eus Wikipedia
Rowettia goughensis

Ur par Rowettia goughensis.


En arvar bras (CR)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Thraupidae
Genad : Rowettia
Anv skiantel
Rowettia
Lowe, 1923
Anv skiantel
Rowettia goughensis
(W.E.Clarke, 1904)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Rowettia goughensis[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thraupidae.

Anvet e voe Nesospiza goughensis (kentanv) da gentañ-penn (e 1904) gant an evnoniour breizhveuriat William Eagle Clarke (1853-1938).
Ar spesad nemetañ er genad Rowettia an hini eo. Dont a ra anv ar genad eus hini John Quiller Rowett (1876-1924), un den a aferioù saoz hag a arc'hantas Ergerzh Shackleton-Rowett[2] da Antarktika (1921-22).

En arvar bras emañ ar spesad abalamour d'al logod (Mus musculus) a oa bet degaset da Enez Gough : bevañ a reont diwar vioù an evned kement hag o floged.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rowettia goughensis,
tresadenn gant Goodchild (1905).


Bevañ a ra diwar amprevaned, greun, had, hugennoù ha kevnid[3].

Brosezat eo ar spesad en Enez Gough[4], en enezeg Tristan da Cunha (Rouantelezh-Unanet).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.