Mont d’an endalc’had

David (roue Israel)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roue David)
David o lazhañ Goliad
Rubens, 1616

David eo anv unan eus rouaned Israel hag eus ar profeded, hervez ar Bibl.

E Kentañ Levr Shmouel hag e tammoù Kentañ Levr ar Rouaned ar Bibl emañ kontet e istor, hag e vuhez evel roue en Eil Levr Shmouel.
Pa oa bugel e voe trec'h war ar ramz Goliad gant e vatalm.
Seniñ telenn a rae d'ar roue Shaoul, ha roue e voe war e lerc'h.
Abigail e oa anv e eil pried.

Dibabet e voe gant Doue adal e yaouankiz a-douez holl vibien Yesse, hag ez eas da lez ar roue evit seniñ kitar dezhañ. Ur vignoniezh don a skoulmas gant e vab Yonatan, hag e tiskaras e enebour, ar ramz filistin Goliad. Savet war gador ar roue d'e dro, e lakaas annez Arc'h an Emglev e kêr Sion, a voe lakaet da gêr-benn Israel gantañ. Goude bezañ gwallet grevus lezenn Doue e tiskouezas ur c'heuz skouerius.

Hervez an Aviel e oa unan eus hendadoù Jezuz-Krist.