Rouantelezh Sikilia
Deiziad krouiñ | 1130 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Regnum Siciliae, Regno di Sicilia, Regnu di Sicilia |
Yezh ofisiel | latin, gresianeg, arabeg, sikilianeg |
Kevandir | Europa |
Stad | Rouantelezh Sikilia |
Kêr-benn | Palermo, Napoli, Catania, Palermo |
Daveennoù douaroniel | 38°35′31″N 16°4′44″E |
Renad politikel | unpenniezh, feudal monarchy |
Office held by head of state | King of Sicily |
Moneiz | Sicilian piastra, tarì |
Deiziad divodañ | 1816 |
Rouantelezh Sikilia (en italianeg: Regno di Sicilia, e latin: Regnum Siciliae, e katalaneg: Regne de Sicília, e sikilianeg: Regnu di Sicilia) a oa ur rouantelezh bet krouet en 1130 e kreisteiz Italia, gant an eneppab Anacletus II evit ar roue Ruggero II en Enez Sikilia, Calabria, Puglia, ha Naplez hag a badas betek 1816.
A-hed an amzer e vo gwelet marevezhioù an Normaned, ar Souabed ( pe an Tiegezh Hohenstaufen, diskennidi Frederig Souabia), Anjeviz, Aragoniz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe savet rouantelezh Sikilia en 1130 e teue war-lerc'h kontelezh, krouet e 1071 da vare aloubadeg kreisteiz Italia gant an Normaned.
Betek 1282 en em lede Rouantelezh Sikilia (a veze graet regnum Apuliae et Siciliae anezhi neuze) e kreisteiz Italia penn da benn, ar Mezzogiorno, ha n'eo ket en enezenn hepken, ha betek en enezeg Malta.
En enezenn e oa teir rannvro: Val di Mazara, Val Demone ha Val di Noto.
Gousperoù Sikilia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1282 e voe un emsavadeg a-enep an Anjeviz anvet Gousperoù Sikilia, ha taolet e voe ar roue Charlez er-maez.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Aubé, Les empires normands d'Orient, éd. Perrin, col. tempus.
- Michel Grenon, Conflits sud italiens et royaume normand, éd. L'Harmattan.
- Lucy Riall, Sicily and the unification of Italy: liberal policy and local power, 1859-1866. Oxford University Press (1998). ISBN 0-19-820680-1.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) « "Fino alle mura di Babilonia". Aspetti militari della conquista normanna del Sud. », gant Giovanni Amatuccio, e-barzh Rassegna Storica Salernitana, Patrom:Niverenn30 (1998).