Mezzogiorno

Eus Wikipedia
Ar rannvroioù eus Italia a ya d'ober ar Mezzogiorno

Ar Mezzogiorno (distaget [ˌmɛddzoˈdʒorno] en italianeg) eo al lodenn greisteiz eus Italia, ha n'eo ket ken diorroet, a-fet ekonomiezh, hag hanternoz al ledenez.

Oc'h ober ar Mezzogiorno emañ ar rannvroioù-mañ : Abruzzo, Molise, Campania, Basilicata, Puglia, Calabria, Sardigna ha Sikilia. Ar braz anezho, war-bouez enez Sardigna, a oa e Rouantelezh an Div Sikilia a-raok unvanidigezh Italia e 1861.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo an anv italianek "Mezzogiorno" diwar an daou c'her mezzo ("kreiz") ha giorno ("deiz"), da lavaret eo ez eo savet evel ar ger brezhonek "kreisteiz". Talvezout a ra en italianeg, ken evit ar mare kreiz eus an devezh, ken evit ar roud-avel enebet ouzh an hanternoz hag a anver ivez "su". En Italia e talvez ar ger "Mezzogiorno", peurliesañ", da envel al lodenn su eus ar vro-se end-eeun.

Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ma c'hoarvez e Spagn pe e Bro-C'hall eo kalz sec'hoc'h ha tommoc'h Kreisteiz Italia eget an Hanternoz anezhi. Abalamour da se eo disheñvel al labour-douar en div lodenn eus al ledenez. Ouzhpenn-se eo diorroetoc'h an industriezh en hanternoz Italia, a-gozh, ha pinvidikoc'h ar rannvroioù eno. Liammet ouzh an diforc'hioù ekonomikel-se ez eus ivez diforc'hioù er gevredigezh. Muioc'h a dud dilabour zo er c'hreisteiz, hag oberiant eo ar Mafia pe strolladoù kuzh all, damheñvel, er rannvroioù-se.