Rotruda Trier
Neuz
Rotruda Trier
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Anv-bihan | Rotrude ![]() |
Deiziad ganedigezh | 690 ![]() |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav ![]() |
Deiziad ar marv | 725 ![]() |
Lec'h ar marv | talvoud dianav ![]() |
Tad | Lambert II de Hesbaye ![]() |
Pried | Karl Martel ![]() |
Bugel | Karloman, Pepin Grenn, Hiltrud, Landrada, Auda of France ![]() |
Micher | brientin ![]() |
Rotruda Trier pe Hrotruda Trier, a oa ur briñsez frank ha gwreg kentañ Karl Martel en VIIIvet kantved .
Hec'h anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet e vez ivez Chrotrude, Chrotrud, Rotrude, Chotrude, Chrotude, Chrotrudis, hag anavet eo ivez evel Rotrou de Treves.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e 690 en Aostrazia.
Merc'h e oa da sant Leutwinus (pe Liévin, Liutwin, Leudin) a oa abad Mettlach hag eskob Trier (marvet e 713), ha da Willigarde. Nevez zo avat ez eus bet kavet e oa merc'h da Lambert (†714), kont Hesbaye, un hendad d'ar Robertizien.
Dimeziñ a reas da Garl Martel, mab bastard da Pepin Herstal, maer palezioù Aostrazia ha Neustria.
Mervel a eure e 724.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rotrude Trier
dimezet da g- Karl Martel │ ├─ Karloman (war-dro 715-17 Eost 754), maer ar palez Aostrazia (741-747). Manac'h e Monte-Cassino. │ dimezet n'ouzer da biv │ ├─ Pepin III, lesanvet Pepin Grenn (war-dro 715-† 768), maer ar palez e Bourgogn (741), Neustria (741) hag Aostrazia (747), │ roue ar Franked (751). │ dimezet en 744 da Bertrada Laon, lesanvet an Droadegez (gwelout Hugobertizien) │ ├─ Hiltruda (720-† 754). │ dimezet da Odilon Bavaria (gwelout Agilolfing) │ └─ Hadeloge pe Aude, pe santez Hadeloge (?-† 751). dimezet da Teodorig IV, kont Autun ha Toulouse.