Rom
- Evit implijoù all, gwelet Rom (disheñvelout).
Ar rom zo un died alkoolek graet diwar chug ar c'horz-sukr. Lakaet e vez ar chug da c'hoiñ, goude e vez lambiget pe strilhet, ha neuze lezet da gozhañ e barrikennoù koad-derv.
Kentañ ma voe meneget a voe e 1650 en un diell eus Barbados, hag anvet e oa kill-devil (lazh an diaoul) pe rumbullion, ur ger eus Devonshire, e bro-Saoz, hag a dalv kementha todilhon. En inizi gallek ar Mor Karib e teuas kill-devil da vezañ guildive da gentañ, met diwezhatoc'h e voe lavaret tafia, ur ger a orin afrikan pe henvroat. En 1667 e veze lavaret 'rom.
Broioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rom a vez graet e meur a vro, ha dreist-holl en inizi ar Mor Karib : Gwadeloup, Martinik, Haiti, Jamaika, Kuba, Republik Dominikan. Er c'hevandir amerikan : Venezuela, SUA, Guyana, Gwiana c'hall. En Afrika : Kab Glas (e Santo Antão) hag er Réunion.
Graet e vez ivez en Aostralia, en India.
Kuba
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boutailhoù ha skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Bundaberg, en Aostralia.
-
Bacardi, gwechall e Kuba
-
Havana Club, eus Kuba
-
Botran, eus Guatemala
-
Eldorado, rom eus Guyana
-
Matusalem Gran Reserva (2008), eus ar Republik Dominikan
-
Ron Cacique, e Venezuela.