Mont d’an endalc’had

Roje Gargadenneg

Eus Wikipedia
Roje Gargadenneg
Anv ofisiel Roger Gargadennec
Ganedigezh 21 a viz Du 1924
Pontekroaz, Breizh
Marv 20 a viz Eost 2005
Pontekroaz


Roje Gargadenneg (Roger Gargadennec e marilh an ti-kêr), ganet d'an 21 a viz Du 1924 e Pontekroaz, ha marvet eno ivez d'an 20 a viz Eost 2005, a oa ur skrivagner brezhonek ha gallek. Troet e voe e labourioù war-du istor ha modoù bevañ en e gêr hag en trowardroioù. Ur rezistant emgannour e voe e 1944.

Buhez

Eus Pontekroaz e oa e familh. Dimeziñ a reas gant Anna-Vari Bolzer hag a c'hanas tri mab hag ur verc'h dezho. Perzh a gemeras en emgannoù ar Gompagnunezh Surcouf evit tagañ al lu alaman a voe war-nes kuitaat ar bastell-vro en ul lestrañ en ouf Lezwenn (Poullann) e miz Eost 1944.

Rediet da vont da glask labour e Pariz e reas ur remziad klok er gompagnunezh Air France e-lec'h ma kejas gant Yann Kerlann ha ma kemeras perzh en obererezhioù Kêr-Vreizh ivez. Desket en doa rusianeg ha chom a reas ur pennadig amzer o labourat e Moskov. Diouzh-se e kavas tu da lakaat war wel danevell ar veaj a voe graet gant Vladimir Lenin da Logivi-Lannuon e penn kentañ an 20vet kantved.

Istorour Pontekroaz hag un nebeud fedoù istorel

Un den a enklask war istor e bastell-vro e oa, met ne zeuas ket a-benn d'he sammañ e levrioù. Pennadoù en doa skrivet, e galleg koulz hag e brezhoneg hag e 1964 ec'h embannas "Monographie sommaire de Pont-Croix"[1] e-barzh Bulletin de la Société archéologique du Finistère[2].

Dastumer gerioù, sonioù ha kontadennoù

Ken entanet e oa gant istor ha modoù buhez e vammvro vihan ma eztaolas alies un het war savadur mirdi ar C'hab. Ur mirdi bihan a voe staliet e toull-bac'h kozh Pontekroaz, bet Ti ar Varkizelezh en a-raok hag e c'hellas reiñ kuzulioù evit hen ober.

Enrollet en doa sonioù ha kontadennoù e brezhoneg, met ne voent ket embannet gant aozadurioù ar glad. Un teskad kontadennoù troet e brezhoneg gantañ a voe embannet.

 Embannadennoù

  • Monographie sommaire de Pont-Croix. E-barzh Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1964
  • Contes du Cap-Sizun, 1973. Adembannet e 1978 gant Maisonneuve et Larose.
  • Gerioù ha troioù-lavar dastumet e Pontekroaz. E-barzh Hor Yezh, niv. 167/168, niv.169, 1986.
  • Pont-Croix, une des plus belles halles de la province sous le pic des démolisseurs. E-barzh Les Cahiers de l'Iroise, 1987.

Levrlennadurezh

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Unstudienn verr war Pontekroaz.
  2. Bulletin de la SAF, niv. XC, 1964, p. p. 63-105.