Rock City Guards

Ar Rock City Guards a oa ur batailhon bezen savet e Nashville, Tennessee e 1860 a-raok ma voe kroget Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. 327 den a oa emezelet a youl vat en aozadur; en o zouez e oa George Maney, hag a voe kabiten. Bez e oa ivez an alvokad Thomas H. Malone, a voe letanant; Charles Todd Quintard, evel aluzener.
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Mae 1861 an unvez, savet gant teir gompagnunezh, a oa bet lakaet e servij Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Ul lodenn e oa deuet da vezañ ar 1st Tennessee Infantry Regiment hag ul lodenn all an 27th Tennessee Infantry. George Maney a oa bet lakaet da goronal. Ar rejimant en devoe servijet a-hed ar brezel diabarzh stadunanat. Unan eus ar bannieloù brezel implijet gant ar vezen Rock City Guards a gaver hiziv-an-deiz en Tennessee State Museum.
