Mont d’an endalc’had

Rocaforte

Eus Wikipedia

Rocaforte (Roc'h kreñv) zo ur gêriadenn e Navarra (Spagn), 40,5 km eus Pamplona. Er Grennamzer e oa anvet Sangüesa la Vieja. Eno e oa kreñvlec'h orin kêr Sangüesa, a zo 1,4 km alese.

Ganti e veze difennet harzoù Rouantelezh Navarra en Xvet hag XIvet kantved. Distrujet e voe ar c'hastell e 1516 da vare aloubadeg Navarra.

Emdroadur Poblañs Rocaforte
2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007
62 60 60 54 53 50 52 52

Etre 1858 ha 1960 e oa war-dro 200 a dud. En 1992 ne oa ken met 58 annezad.

  • Iliz Santa María, doare gotek dezhi.
  • Peniti San Bartolomé er biz da Rocaforte, war-zu ar menez. Hervez ar vojenn e oa bet sant Frañsez a Asiz o chom eno en 1513, war e hent da Sant Jakez an Turki, deuet da vout kentañ lec'h-diazez menec'h Urzh Sant Frañsez e ledenez Iberia .
  • Ar c'hastell, pintet war an uhel. Savet e voe da vare ar Reconquista (an adc'hounidigezh), ha ken pouezus e oa evel hini Ujué. Chom a ra un toullad mein.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]