Robert Emmet
Ur broadelour yaouank a Zulenn a oa Robert Emmet, pe Roparzh Emmet e brezhoneg (gwelout pezh-c'hoari Roparz Hemon). Ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1778 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Gwengolo 1803, (Strollad ar Vroadelourion Unanet), E studioù a gasas en Trinity College. (An Dr Robert Emmet a oa e dad, fizikour ar Roue Saoz).
Goude votadeg an Unvaniezh e tarempredas Emmet gant gouarnamant ar Stad C'hall e 1802 evit aozañ un emsavadeg da zijabliñ e vro diouzh gwask enebourion e bobl. D’an 23 a viz Gourheren 1803, e aozas tagadenn Kastell Dulenn. Ne voe ket gwall aozet an emsavadeg ha donet a reas fonnapl ar warded da gastiziñ an emsaverion. Harzet ha kondaonet d’ar marv e voe, daoust da ziviz brav meurbet e alvokad, John Philpot Curran,Tad Sarah Curran, danvez pried Emmet. Da 25 bloaz e voe krouget ha dibennet goude, an deiz war-lerc’h, e miz Gwengolo 1803.
Emmet zo ennañ personelezh ar romantelezh dre e yaouankiz, e uhelvennozhioù hag e garantez evit Sarah Curran. Deuet eo da vout unan a verzherion Bro-Iwerzhon, d’an 19 a viz Gwengolo 1803.
Lennegezh, buhez-skridoù hag all...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marianne Elliott, Robert Emmet: The Making of a Legend
- Hugh Gough, David Dickson (red.), Ireland and the French Revolution
- Patrick Geoghegan, Robert Emmet: A Life (Gill and Macmillan) ISBN 0-7171-3387-7
- Roparz Hemon, Roparzh Emmet, en C'hoariva, Al Liamm, 1979
- Sean McMahon, Robert Emmet
- Sean O Bradaigh, Bold Robert Emmet 1778-1803
- Ruan O'Donnell, Robert Emmet and the Rebellion of 1798
- Ruan O'Donnell, Robert Emmet and the Rising of 1803
- Ruan O'Donnell, Remember Emmet: Images of the Life and legacy of Robert Emmet
- Jim Smyth, The Men of No Property: Irish Radicals and Popular Politics in the Late Eighteenth Century
- A.T.Q. Stewart, A Deeper Silence: The Hidden Origins of the United Irish Movement