Roazhon Park
Roazhon Park[1] eo an anv ofisiel a zo abaoe an 12 a viz Mezheven 2015 gant ar stad ma c'hoari ar Stade Rennais Football Club e Roazhon abaoe 1912 (dioueliet d'ar 15 a viz Gwengolo). War lez Hent an Oriant emañ, en niverenn 111. Setu perak e veze graet Stad Hent an Oriant anezhañ (Stade de la Route de Lorient) a-raok. Da heul ur referendom e-touez an dud (60000 gwedead) eo bet dilennet an anv gant en tu-hont da 70% eus ar voterien, ouzh Stade des Hermines a oa an eil kinnig.
Perc'hennet eo gant Roazhon Meurgêr (nevesaet e oa bet ar stad gant kêr Roazhon e 2004) ha feurmet d'ar c'hleub-embregerezh Stade Rennais Football Club, a zo bet renet, etre miz Mae 2010 ha miz Ebrel 2012, gant Patrick Le Lay, bet e penn TF1 ha krouet gantañ TV Breizh.
Lec'h zo da 31 127 arvester ennañ war ar paper. E gwirionez ne vez ket lakaet muioc'h eget 29 500.
Stal ha preti ar c'hleub zo ivez er stad.
Redadeg 2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mae 2010 e oa bet treuzet gant Ar Redadeg.
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar stad Roazhon kampion 1965
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon/Marseille 1970