Rita Hayworth
Rita Hayworth, ganet Margarita Carmen Cansino d'ar 17 a viz Here 1918 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Mae 1987, a oa un dañserez hag aktourez stadunanat. Brudet-kenañ e oa bet er bloavezhioù 1940 evel ur star eus Hollywood a oa bet gwelet en 61 film e-doug 37 vloaz.
Ar c'hazetennoù o devoa krouet an droienn The Love Goddess ("Doueez ar Garantez") evit ober anv eus Hayworth ur wech tizhet ur renk a model glamour ganti er bloavezhioù 1940. Deuet e oa da vezañ ivez ar pin-up diazez evit ar GIs e-kerzh an Eil Brezel-bed. Marvet e oa d'an oad a 68 vloaz tapet gant kudennoù alkool ha kleñved Alzheimer.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rita Hayworth war IMDb