Mont d’an endalc’had

Rijeka

Eus Wikipedia
Rijeka

Rijeka (distaget [ˈrijɛːka] e kroateg, Rika pe Reka er yezh komzet ; Fiume en italianeg, Reka e sloveneg, Sankt Veit am Flaum en alamaneg) eo porzh brasañ Kroatia war aod Mor Adria. E-pad pell eo bet anavezet gant an anv italianek Fiume a dalvez, evel an anv kroatek Rijeka, kement ha stêr, froud. An trede kêr vrasañ eus Kroatia eo, gant 144 043 a annezidi (2001) (240 000 en tolpad-kêrioù).

Kêr-benn kontelezh Primorje-Gorski Kotar eo Rijeka. E goueled Pleg-mor Kvarner emañ. Diazezet eo armerzh Rijeka war he forzh dreist-holl, ha war an touristerezh hag ar sevel-listri.

En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e oa Rijeka en Impalaeriezh Aostria (hag Aostria-Hungaria goude). Ur porzh bras e oa evit Aostria da neuze. Goude ar Brezel-bed Kentañ, pa oa goulennet gant Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened hag Italia war un dro, e oa bet roet da Rijeka statud ur stadig dizalc’h, anvet Stad Dieub Fiume, a badas eus 1920 da 1924.

Gevellet eo Rijeka gant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.