Richardis Swabia
Richardis Swabia, pe Santez Richardis[1], pe Richgard, pe Richarde e galleg, (war-dro 840- † 18 a viz Gwengolo etre 894 ha 896) a oa ur briñsez frank, merc'h da Erchanger Souabia, kont palatin Nordgau en Elzas. Brudet e oa da vout deol.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en Elzas. He zad a oa eus an tiegezhiad Ahalolfinger.
E 862 ec'h euredas da g-Karl an Tev, a oa da vout impalaer ar C'hornôg . Kurunennet e voent o-daou e Roma e 881 gant ar pab Yann VIII. Bugel ebet n'o doe[2].
Bec'h en doa Karl gant ar Vikinged a rae freuz ha reuz er vro, ha ne zeue ket a-benn da dalañ oute. Krog e oa da spontañ ha da bennfolliñ.
Pennkuzulier Karl e oa Liutward, ha kasoni a vage baroned al lez outañ. Se zo kaoz moarvat ez ejont da gontañ d'an impalaer ez avoultre gant Richardis.
Tamall a reas Karl neuze d'e wreg bezañ avoultrez ha kas a reas anezhi kuit war zigarez ne oa ket gwir briedelezh etreze. Prosez a voe. Barnet e voe voe Richardis dre an tan, ha didamallet. Serret e voe Karl en un abati. Klask a reas Richardis kemer ar galloud neuze met ne deuas ket a-benn.
Santez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn ar fin en em dennas en abati Andlau, 35 km eus Strasbourg, a oa bet diazezet ganti war he douaroù en 880, a-raok dezhi bout kaset kuit gant he fried, ha ma oa he nizez Rotrod a oa abadez.
Richardis a boe ivez abadez e Säckingen ha Zürich.
Kehelerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Richardis en Andlau d'an 18 a viz Gwengolo ha beziet e voe eno. Anvet e voe da santez war-lerc'h he marv.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Biographisch-Bibliographisches Kirchenlexikon: Richardis (de)
- Wiegand, W.: Richardis, e-barzh Allgemeine Deutsche Biographie (ADB), vol. 28, Leipzig 1889, pp. 420–421 (de)
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) He buhez
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Richardis el lec'hienn FMG
- ↑ Richardis ha Karl a douas, e 887, pa oa bet graet an tamall a avoultriezh, ne oa ket bet kaset ar briedelezh da benn