Richard Rowland Kirkland

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Monumant evit enoriñ ar serjant Richard Kirkland, 1965, Fredericksburg.

Richard Rowland Kirkland, brudet evel "The Angel of Marye's Heights", ganet e miz Eost 1843 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Gwengolo 1863 a oa ur soudard eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Brudet eo abalamour d'e galonegezh ha d'e obererezh dengar e-pad Emgann Fredericksburg.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kirkland a oa bet ganet e Flat Rock, en Kershaw County e South Carolina. Pemvet bugel Mary ha John Kirkland e oa. Nebeut a zeskamant en doa bet pa oa yaouank, pezh a oa boas d'ar mare-se.