Rhön

Eus Wikipedia
Kartenn ar Rhön

Ar Rhön zo un torosad menezioù krenn e-kreiz Alamagn, war harzoù Hessen, Bavaria ha Thüringen. Ar Wasserkuppe, gant 950 metr uhelder, eo ar gern uhelañ, e stad Hessen. Ur gwarezva natur eo tolead ar Rhön, anavezet evel-se gant UNESCO abaoe 1991[1].

E meur a zoare eo bet displeget orin an anv Rhön, ha n’eus hini ebet a vefe asur. Evit lod e vefe un anv o tont eus ar c'heltieg hag evit tud all e vefe un anv germanek. Gallout a rafe dont eus ur ger kar d’ar ger brezhonek "run" (da lavaret eo "torgenn"), pe c’hoazh eus ur ger kar da "rann" ("bevenn", "harz") ; pe eus ur ger germanek "hraun" a dalveze "douaroù roc’hellek", kar d’ar gerioù islandek "hraun" pe zanek "røn"[2].

Brudet eo ar rannvro abalamour d’ar c’hêrioù-dour a gaver enni, evel Bad Kissingen, Bad Brückenau, Bad Neustadt. Kêrioù bras all zo ivez evel Fulda e Hessen pe Meiningen e Thüringen. E-pad ar goañv e vez tud o tont da skiañ, daoust ma n’eo ket gwall uhel ar menezioù. A-hed ar bloaz e vez touristed : dont a reont da gerzhet a-hed 600 km a wenodennoù-bale pe da embregañ plaverezioù, e kornad ar Wasserkuppe dreist-holl.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.