Republik Poblel Soviedel C'horezm
Neuz
Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Poblel Soviedel C'horezm (ruseg: Хорезмская Народная Советская Республика) bet savet diwar ez-C'hanelezh C'hiva e miz C'hwevrer 1920 ha disklêriet ez-ofisiel d'ar 26 a viz Ebrel.
Treuzfeurmet e oa bet d'an 20 a viz Here 1923 e Republik Sokialour Soviedel (RSS) C'horezm (ruseg: Хорезмская Социалистическая Советская Республика).
Ne badas RSS C'horezm muioc'h evit bloaz, rak d'an 10 a viz Here 1924 e oa bet isrannet etre RSS Ouzbekistan, RSS Turkmenistan hag OE Karakalpak pa oa bet adaozet Kreiz Azia gant an Unaniezh Soviedel hervez ar broadoù.