Republik Mülhausen
Neuz
Republik Mülhausen a oa ur gêr-stad e Mülhausen, e kreisteiz Elzas, hag a zeuas da vezañ ur republik e 1347 (Stadtrepublik Mülhausen), pa voe dilennet ar bourgmestr kentañ, republik hag a badas 451 bloaz, betek 1798 eta.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1347 Dilennet ar bourkmestr, savet ar Republik.
- 1395 Liammet ouzh an Impalaeriezh santel
- 1445 Divodet an noblañs, kaset kuit an noblañsed enebet.
- 1466 Dizalc'h ar Republik diouzh an Impalaeriezh de facto gant deroù Brezel ar c'hwec'h diner, pa rankas kêr rankas mont da-heul kengevread Suis.
- 1515 Dizalc'h ar Republik diouzh an Impalaeriezh de facto, emglev-emzifenn gant kantonioù Suis.
- 1529 Protestantiezh relijion ofisiel nemeti.
- 1746 Derou an industriezh.
- 1798 Staget ouzh Bro-C'hall.