Mont d’an endalc’had

Republik Demokratel Viêt Nam

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Việt Nam Dân Chủ Cộng Hòa
Republik Demokratel Viêt Nam
Banniel Norzh Viêt Nam Skoed-ardamez Norzh Viêt Nam
Banniel Ardamezioù
Kan broadel Tiến Quân Ca
Sturienn Độc lập – Tự do – Hạnh phúc
"Dizalc'hiezh, frankiz, eürusted"
Gouel broadel 2 a viz Gwengolo


Yezh ofisiel Vietnameg

Kêr-benn Ha Noi
Gorread
• En holl
• % dour

155 751km²
6.38%
Poblañs
• E 1945
• E 1974

War-dro 20 milion[1]
23 800 000[2]

Prezidant Hồ Chí Minh (1945-1969),
Tôn Đức Thắng (1969-1976)
Kentañ ministr Hồ Chí Minh (1945–1955),
Phạm Văn Đồng (1955–1976)
Moneiz Đồng (₫)

Republik Demokratel Viêt Nam, e vietnameg Việt Nam Dân chủ Cộng hòa a oa ur Stad sokialour en Azia ar gevred etre 1945 ha 1976.

Goude dispac'h miz Eost war-lerc'h an Eil Brezel-Bed, an dispac'her komunour Hồ Chí Minh, penn Talbenn ar Việt Minh, a zisklêrias dizalc'hiezh ar vro d'an 2 a viz Gwengolo 1945, hag a embannas krouidigezh Republik Demokratel Viêt Nam. Ar Việt Minh ("Kevredad evit dizalc'hiezh Viêt Nam"), renet gant komunourien, a oa bet savet e 1941 hag aozet da sachañ muioc'h a dud evit Strollad komunour Indez-Sina[3].

Echuiñ a reas Brezel Viêt Nam d'an 30 a viz Ebrel 1975 pa voe kemeret Saigon ha pa dremenas Su Viêt Nam dindan galloud ur Gouarnamant dispac'hel da c'hortoz, hag a labouras evit adunanidigezh Viêt Nam, d'an 2 a viz Gouere 1976, pa voe savet Republik Sokialour Viêt Nam. Ar republik nevez a viras sevenadur politikel Norzh Viet Nam dindan levezon an Unaniezh soviedel hag a gendalc'has da gemer perzh en aozadurioù etrebroadel a oa ezel anezhe evel ar C'HOMECON[4].

  1. N'eus niver anat ebet abalamour d'ar reuz a oa e 1945, war-dro 20 milion a dud hervez an istimadenn sirius diwwezhañ eus 22,6 milion a dud e 1943 (Barbieri, p.625) hag an istimadenn a etre 400,000 ha 2 milion a zud aet da anaon da-heul naonegezh 1944–45.
  2. Barbieri, Magali (1995), "La situation démographique du Viêt Nam", JSTOR 1534398. 10 a viz Du 2021.
  3. ' Ho Chi Minh and the Communist Movement in Indochina, A Study in the Exploitation of Nationalism Diellaouet} (1953), Folder 11, Box 02, Douglas Pike Collection: Unit 13 – The Early History of Vietnam, The Vietnam Center and Archive, Texas Tech University.'
  4. Tim O'Brien, voice of the Vietnam War experience