Mont d’an endalc’had

René Cloërec

Eus Wikipedia

René Albert Philippe Cloërec, bet ganet e Pariz d'an 31 a viz Mae 1911 hag aet da Anaon e Saint-Cloud (Hauts-de-Seine) d'an 13 a viz Kerzu 1995, a oa ur sonaozour gall.

Goude studiañ e Skol uhel ar sonerezh e Pariz ha bezañ tapet ar priz kentañ war ar piano gantañ e 1928, dont a reas da vezañ pianoour ha penn lazh-seniñ music-hall.

War-lerc'h un taol-esa gant Claude Autant-Lara e 1943, da-geñver e film Douce, e kendalc'has René Cloërec da sevel sonerezh filmoù all gant ar filmaozour gall-mañ e-pad ugent vloaz. René Clément, Jean Delannoy ha Jean Dréville ivez o devoa gouvezet tennañ splet eus donezonoù Cloërec, kement-se betek 1965 ma tivizas-eñ paouez gant ar vicher-se.

Gantañ e oa bet krouet ar sonerezh anavezet-mat en doa ambrouget ar bomm bruderezh Jean Mineur en holl salioù sinema adalek 1951.

Rener Skol-kêr sonerezh Mantes-la-Jolie (Yvelines) e voe etre 1966 ha 1970.

Savet en devoa sonerezh un nebeud kanaouennoù evit Édith Piaf ivez, C'est toi le plus fort (1936), Le grand voyage du pauvre nègre (1937) ha Paris-Méditerranée (1938) en o zouez.

Filmoù berr en devoa kemeret perzh enne evel aozer ar sonerezh orin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù hir en devoa kemeret perzh enne evel aozer ar sonerezh orin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]