Remont IV Toloza
Neuz
Remont IV (pe VI) lesanvet Raymond de Saint-Gilles (war-dro 1042 - 1105) a oa kont Saint-Gilles (1060-1105), dug Narbonna, markiz Gothia, kont Roergue (1065-1105), markiz Provañs (v. 1085 - 1105), kont Toloza (1094-1105) ha kont Tripoli (etre 1102 ha 1105, evel Remont Iañ).
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- war-dro 1066 da verc'h kont Provañs, pe ur verc'h da Bertrand Iañ Provañs[1], pe Geoffroi Iañ Provañs[2]. Ur mab da vihanañ o doe :
- Bertrand († 1112), kont Toulouse, Albi, Agen, Roergue ha Quercy, markiz Gothie, dug Narbonna ha kont Tripoli.
- Dre ma intañvas, a greder, ec'h addimezas da Mathilde de Hauteville († a-raok 1094). Honnezh a oa intañvez Robert, kont Eu, ha merc'h da Ruggero Iañ Sikilia, kont Sikilia, ha da Judith d'Évreux.
- Addimeziñ a reas en 1094 da Elvira Alfónsez (1079-1157), pemp bloaz ha tregont yaouankoc'h egetañ, merc'h da Alfonso VI León, roue León ha Roue Kastilha, ha d'e bried-kleiz Jimena Muñoz; c'hoar Elvira e oa Teresa de León, a voe mamm Afonso Henriques, kentañ roue Portugal;
- ur mab o doe Alphonse Jourdain (1103 - 1148), kont Toloza, Albi, hag all.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jean-Luc Déjean, Les comtes de Toulouse (1050-1250), Fayard, 1979 (adembannet e 1988) (ISBN 2-213-02188-0), p. 29
- ↑ Foundation for Medieval Genealogy