Jimena Muñoz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skrid-bez Jimena Muñiz
(Mirdi León).

Jimena Muñiz pe Muñoz (marvet en 1128) a oa ur vaouez a renk uhel e deroù an XIIvet kantved e rouantelezh León.

Merc'h e oa d'ar c'hont Munio Muñiz ha d'e bried Velasquita. Munio Muñiz a oa mab d'ar c'hont Munio Rodríguez ha da Jimena Ordóñez, ha honnezh a oa merc'h d'an infant Ordoño Bermúdez, mab bastard da Bermudo II León.[1]

Adal 1093 betek 1108 e voe Jimena Muñiz tenente, da lavaret eo merourez, Kastell Cornatel, e wizien hag e zouaroù.[2]

Dont a reas da vout pried-kleiz ar roue Alfonso VI León.[2]

Jimena Muñiz a reas donezonoù da Manati San Pedro de Montes, da iliz-veur Astorga ha da Ospital San Juan.[1]

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div verc'h he doe[1] :

Bez Jimena Muñoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Medieval Lands (en)
  2. 2,0 ha2,1 Santiago Taladrid Rodríguez, El castillo de Ulver: Cornatel, Taladrid, 2000, (ISBN 84-607-0776-8) (es)