Elvira Alfónsez (1079-1157)

Eus Wikipedia
Ur pennad Elvira Kastilha zo ivez.

Elvira Alfónsez (1079-1157) a oa ur briñsez eus Kastilha, kontez Toloza dre zimeziñ.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alfonso VI León, roue León ha Kastilha.

Merc'h vastard e oa da Alfonso VI León, roue León ha Kastilha, ha d'e bried-kleiz Jimena Muñoz. C'hoar e oa da Teresa de León, a voe mamm Afonso Henriques, kentañ roue Portugal.

He zud a oa dimezet war-dro 1078, met abalamour d'ar genwadelezh etre ar priedoù e oa bet dispennet an eured. Adddimeziñ a reas ar roue da Constance de Bourgogne, met chom a reas Jimena da bried-kleiz.

Kontez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Elvira en 1094, da 15 vloaz, da Remont IV, kont Toloza. Hennezh a oa mab d'ar c'hont Ponce de Tolosa ha d'ar gontez Almodis de la Marca. Graet e oa an eured-se evit enebiñ ouzh an amezeg, roue Aragon. Un afer vat e oa ivez evit kont Toloza a zimeze da verc'h ur roue, hag a zastume un argouroù a zoare ouzhpenn.

E dibenn 1095 e krogas ar pab Urban II da c'hervel tud uhel ar broioù kristen da vont da vrezeliñ da Balestina da zieubiñ al lec'hioù santel kouezhet etre daouarn ar Vuzulmaned. Remon a voe unan eus pennoù ar groazadeg kentañ.

Gant he fried ez eas Elvira d'an Douar Santel e 1096. Kemeret e voe Jeruzalem en Gouhere 1099. Remon a gemeras douaroù en-dro da gêr Tripoli neuze, ha seziz a lakaas war ar gêr-se adalek 1102. Eno e c'hanas Elvira o bugel nemetañ, o mab Alfonso Jordán, anvet Alfonso abalamour d'he zad-hi, ha Jordan abalamour ma oa bet badezet er stêr santel. Diwezhatoc'h erenas war-lerc'h e vreur, Beltrán de Tolosa, e kontelezh Toloza.

D'an 28 e viz C'hwevrer 1105, e varvas Remon. Kemeret e voe e lec'h en arme gant e genderv Guillaume de Cerdagne, hag urzh a roas da gas Elvira hag Alfonso en-dro da Doloza war-dro 1108.

Addimeziñ a reas elvira (a-raok Gouhere 1117) d'ar c'hont Fernando Fernández de Carrión, met dispartiañ a rejont a-raok 1121.

Meneg diwezhañ eus Elvira a voe pa roas da Iliz-veur Astorga, en Ebrel 1157, an drederenn eus he madoù, ur pennadig a-raok mervel moarvat.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant Raimundo, ur mab
  • Gant Fernando Fernández de Carrión
  • Diego Fernández (m. d'an 28 a viz Here 1155)
  • García Fernández (m. 1127)
  • Teresa Fernández, dimezet a-raok 1140 d'ar c'hont Osorio Martínez, mab d'ar c'hont Martín Flaínezha d'ar gontez Sancha Fernández.