Mont d’an endalc’had

Reizhiad berraat an titloù

Eus Wikipedia

Ar reizhiad berraat an titloù[1] zo un hentennn evit pourveziñ daveennoù berr d'an testennoù brezhonek hag a zo bet ijinet gant Roparz Hemon evit e c'heriadur istorel ar brezhoneg. Ober a reer gant lizherennoù tennet eus an titloù hag aozet hervez ar prantad eus al lennegezh vrezhonek, adalek 1100, ma voe savet pep testenn.

Savet e voe e-ser kempenn ar geriadur istorel a zeuas war wel e 1959. A-bouez e voe evit Roparz Hemon ober gant berradurioù pa ne oa reizhiad daveennoù ebet a vaste d'e ezhommoù. Evel-se e voe aesoc'h d'an embannadurioù Preder paeañ ar frejoù moullañ. Adimplijet e voe ar reizhiad-se gant Reun ar Glev, en e c'heriadur hag en e levrioù yezhadur. Adkemeret hag astennet e voe ivez gant Martial Ménard pell goude marv Roparz Hemon.

Displeget e voe gant Martial Ménard evel-henne e 2016.

Diwar prantadoù ar brezhoneg e saver un daveenn gant un niver lizherennoù dibar[2].

Kael an daveiñ
Ur bennlizherenn evit ar c'hrennvrezhoneg 1110-1650 X
Div bennlizherenn evit ar brezhoneg rakvodern 1651-1800 XX
Teir bennlizherenn evit brezhoneg an XIXvet kantved 1801-1900 XXX
Peder bennlizherenn evit brezhoneg an XXvet kantved 1801-2000 XXXX
Pemp pennlizherenn evit brezhoneg an XXIvet kantved 2000-2100 XXXXX

Skouerioù :

  • Ca Catholicon (Jehan Lagadeuc) (embannadur "a") 1499
  • CSbsm Cannen spirituel ar buhe Sant Martin (Eutru Pourchasse) 17vet kantved
  • BRND Ur Breizad er C'hanada 1933
  • ATST An Ti satanazet (Jakez Riou) 1944

Diwar atiz ar yezhour kentañ a bleustras gant ar reizhiad-se e voe krouet pep daveenn. An daveennoù a vez graet gant pennlizherennoù dreist-holl, met kalz a nemedennoù zo evit al levrioù adembannet, ar c'harnedoù hag all.

N'eus ket daveennoù evit an dornskridoù hag enskrivadurioù savet a-raok 1100 e-barzh ar reizhiad-se. Ober a reer gant Mss., gant resisadennoù pe spisadennoù dibar.

War lec'hienn Devri, dindan an ivinell Corpus e kaver rollklok an oberennoù devouedet gant pep a verradur Estreget an daou c'heriadur meneget e kaver ar reizhiad daveennoù-se e meur a gelaouenn vrezhonek lennegel pe skiantel (Al Liamm, Hor Yezh) hag e renabl ar skriverien vrezhonek savet gant Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E penn Devri, geriadur ennlinenn (2016), e kaver an dro-lavar, système abréviatif rendant compte des ouvrages dépouillés..
  2. E penn Devri : une capitale désigne l'époque du moyen-breton (1100-1650); deux capitales le breton prémoderne (1651-1800); trois capitales le breton du 19e siècle; quatre capitales le 20e et cinq le 21e siècle.