Raphaëla le Gouvello

Raphaëla le Gouvello du Timat, anavezet gwelloc’h gant hec'h anv berraet Raphaëla Le Gouvello, zo bet ganet d’ar 4 a viz Mae 1960 e Pariz. Genidik eo eus Pennestin er Mor-Bihan. Renerez ur c’hevredad ha plankennerez war an dro eo. Peder gwech eo deuet a-benn war he flankenn-dre-lien da dreizhañ digenvez hag hep skoazell :
- ar Meurvor Atlantel e 2000,
- ar Mor Kreizdouar e 2002,
- ar Meurvor Habask e 2003
- Meurvor Indez e 2006.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krog e oa Raphaëla Le Gouvello da bleustriñ ar planken-dre-lien pa oa liseadez ha kemeret he doa perzh en he c’hevezadegoù kentañ e-pad an hañv (1977) er Baol hag e Dinarzh. Etre 1980 ha 1982 en doa kemeret perzh e kampionadoù digor Frañs hag er renk kentañ e-touez ar merc’hed e oa bet e kevezadeg ar C’hevre Liger-Meurvor hag er 7vet renk el live broadel. E 1982 ne oa plac'h all ebet estregeti enskrivet e redadeg 24 eurvezh ar Baol. Da c’houde, adalek 1984, e oa kroget da bleustriñ ar funboard hag evel-se eo deuet a-benn d'ober berzh pa rae treizhadennoù.
Raphaëla Le Gouvello, kroget ganti d'ober sport da vat, a laboure mat el lise ivez hag e-se he doa bet ar vachelouriezh D gant ar meneg “mat-kaer” e 1978. Seizh vloaz war-lerc’h he doa bet un doktorelezh mezegiezh-loened hag e 1986 he doa tapet ur master “Sciences in Natural Resources” e Humboldt State University e Kalifornia.
Atebeg teknikel ha skiantel gant ar c’hevredad Bimar-Aqualim (1987-90) e oa bet a-raok bezañ atebek eus ar programm dourc'hounezerezh gant labourva etrebroadel apotikerezh milvezegiezh gant ar strollad Sanofi yec’hed ha mezhur loened (1990-93). Hiziv an deiz eo renerez ar c'hevredad Stermor, kevredad aliañ ha servij mezhur, yec’hed ha yec’hederezh mor, bet krouet ganti e 1994 e Pennestin (56).
An treizhadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treizh ar Meurvor Atlantel : miz C’hwever ha miz Ebrel 2000
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ar wech kentañ e teue ur vaouez a-benn da dreizhañ ar Meurvor Atlantel, bezet 2750 milmor (war-dro 5 000 km), e 58 devezh 10 eurvezh hag 11 munud. Etre Saly (Senegal)) ha Martinik he doa graet an dreizhadenn digenvez-se.
Treizh ar Mor Kreizdouar e 2002
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ergerzhet a ra ar 550 milmor etre Marsilha ha Sidi Bou Said (Tunizia) e 10 devezh 1 eurvezh hag 38 munut.
Treizh ar Meurvor Habask e 2003
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre miz Eost ha miz Du 2003 he doa graet treizhadenn zigenvez kentañ ar Meurvor Habask war he flankenn-dre-lien. Mont a ra eus Lima (Perou) da bPapeete (Tahiti) – 4 455 milmor - e 89 devezh ha 7 eurvezh.
Treizh Meurvor Indez e 2006
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ee 2006 he doa treizhet Meurvor Indez e 60 devezh, 2 eurvezh hag 1 vunutenn.
Aet e oa kuit eus Exmouth, en Aostralia d’an 9 a viz Ebrel hag en em gavet e oa e Saint-Denis (Ar Reunion) d’an 8 a viz Mezheven, bezet un hentad 3300 milmor (en tu all da 6000 km). Ur plankenn-dre-lien 7,80 m a hirder gant ur ouel 7,4 m2 he doa implijet.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marc’hegez eus Urzh broadel an Dellezegezh
- Urzh Tahiti Nui
- Priz André Saint-Sauveur sportourez wellañ ar bloavezh 2003, roet gant Akademiezh ar Sportoù
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) lec’hienn ofisiel