Ramón Piñeiro
Ramón Piñeiro López (Láncara, 1915 - Santiago de Compostela, 1990) a oa ur skrivagner hag ur politiker eus Galiza. E 2009 e oa bet enoret e-pad Devezh al Lizhiri Galizek.
Studiañ a reas al lennegezh hag ar brederouriezh e skolioù-meur Santiago de Compostela ha Madrid, met n'eas ket betek penn e studioù. E 1932 ez eas e-barzh ar Mocidades Galeguistas, luskad yaouankizoù ar Partido Galeguista, ha kemer a reas perzh e raktres statud emrenerezh Galiza e 1936. Goude Brezel Spagn e kendalc'has da vezañ oberiant el luskadoù brogarourien. E 1943 e teuas da vezañ sekretour bodad-ren ar Partido Galeguista e-barzh ar vro, met e 1946 e voe kaset d'an toull-bac'h ha tremen a reas tri bloavezh ennañ. Ur wech deuet er-maez eus ar vac'h e pledas gant ar stourm sevenadurel hepken.
E 1950 e savas e Vigo an ti-embann Editorial Galaxia[1]. Gant an ti-embann-se e voe embannet, dindan renad Franco, levrioù galizek ha levrioù spagnolek a bep seurt diwar-benn Galiza. E 1966 e voe dilezet Editorial Galaxia gant Piñeiro pa'z eas hennezh d'ar Stadoù Unanet. Neuze e labouras ur pennad e skol-veur Middlebury (e Vermont). E 1967 e voe degemeret da ezel er Real Academia Gallega.
Goude marv Franco, pa zeuas an demokratelezh en-dro e-barzh ar vro, e voe dilennet Ramón Piñeiro e Parlamant Galiza, evel kannad dizalc'h war listenn ar gostezenn sokialour (PSdeG-PSOE).
Unan eus pennoù bras an emsav galizat en XXvet kantved e voe Ramón Piñeiro ha sikour a reas da genderc'hel an emsav-se e-pad ha goude Brezel diabarzh Spagn.
Unan eus an traoù en deus klasket ober eo lakaat an holl nerzhioù politikel, brogarourien pe get, da zegemer goulennoù diazez ar yezhkarourien. Er bloavezhioù 1970 e voe kavet abeg ennañ gant an emsaverien yaouankoc'h, dreist-holl re an Unión do Povo Galego a damalle dezhañ bezañ re glouar. E 1983 e voe dilennet da brezidant Consello da Cultura Galega (Kuzul Sevenadur Galiza) ha chom a reas er garg-se betek e varv.
Diwar e atiz e voe embannet e 1958 an Diccionario enciclopédico gallego-castellano gant Eladio Rodríguez, goude marv an oberour. Troer e voe Piñeiro ivez ha lakaat a reas skridoù alamanek e galizeg evel Cancioeiro da poesía céltica (diwar Alt-keltische Dichtunguen, gant Julius Pokorny), e 1952, pe Da esencia da verdade (diwar Von Wessen der Wahrkeit gant Heidegger), troet e 1952 hag embannet 1956.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Siñificado metafísico da saudade (Colección Grial, 1951)
- A saudade en Rosalía (Galaxia, 1952)
- A lingua, sangue do espíritu (Galicia, Buenos Aires, 1952)
- Pra unha filosofía da saudade (Galaxia, 1953)
- A filosofía i o home (Grial, 1963)
- A lingoaxe i as língoas (Galaxia, 1967; adembannet gant Consello da Cultura Galega, 1994)
- Olladas no futuro (Galaxia, 1974)
- Lembrando a Castelao (SEPT, 1975)
- Vicisitudes históricas da cultura galega (Ediciós do Castro, 1975)
- Saudade e sociedade, dimensións do home (1975)
- Filosofía da saudade (Galaxia, 1984)
- Castelao político (Anthropos, Barcelona, 1986)
- Cartas para os amigos (El Correo Gallego, 1992)
- 'Galicia (Galaxia, 1999)