Julius Pokorny
Julius Pokorny (12 a viz Mezheven 1887 – 8 a viz Ebrel 1970) a oa ur yezhoniour aostrian yuzev. Studiet en deus ar yezhou keltiek, an iwerzhoneg dreist-holl ha roet en deus harp d'ar vroadelourien iwerzhonat. Kelenner hag imbourc'her e voe e skolioù-meur aostrian hag alaman.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Praha en Impalaeriezh Aostria-Hungaria, deskadurezh a bakas er Skol Piarist e Praha hag en Abati Beneadiz Kremsmünster, en Aostria. Eus 1905 betek 1911 e studias e skol-veur Vienna ar gwir hag ar filologiezh, hag e prezegas eno eus 1913 betek 1920.
Roger Casement eus Berlin, e 1916, a genskrive gant Pokorny en Aostria. E servij a reas e-giz soudard reserv en arme Aostrian e-kerzh ar Brezel bed kentañ. E 1920 e kemeraz plas kador brezeg Kuno Meyer e-giz filologour keltiek e skol-veur Friedrich Wilhelm e Berlin. Daoust ma oa bet badezet katolik d'e c'hanedigezh ha ma oa broadelour alaman, e voe skarzheteus e bost labour gant ar reizhad Nazi, e 1933, abalamour d'e hendadou yuzev. Adlakaet e voe war e bost diwezhatoc'h er bloavezh-se ; un diforc'h a voe graet koulskoude evit ar re o devoa gwisket al lifre alaman hag evit o c'hempredidi er 1añ BB. E 1935 e voe skarzhet adare dindan lezennoù reoliañ gouennelour Nürnberg. Kenderc'hel a reas da vevañ mui pe vui en-dro da Verlin betek 1939 en deñvalijenn. Tec'hout kuit a reas da vro Suis e 1943, ma prezego un nebeud bloavezhiou e skol-veur Bern hag e skol-veur Zürich betek mont war e leve e 1959. E 1954 e resevas ar gwir d'ober prezegennoù e skol-veur Ludwig Maximilian e München hag adarre e 1960 betek 1965.
Embann a reas e 1958 ar geriadur etimologel indogermanek hag a zo bet ul labour talvoudek c'hoazh hiziv an deiz. Embann a reas ivez meur a destenn iwerzhonek troet gantañ en alamaneg hag ivez un istor eus Iwerzhon troet e 1916, tuet gant ar vroadelourien, troet e saozneg diwezhatoc'h e 1933. Ren a rae ar gelaouenn filologel talvoudus Zeitschrift für Keltische Philologie adal 1921 betek ma voe miret outañ gant an nazied ha rankout herzel e 1939. Karget e voe da adlañsañ anezhi e 1954, betek e varv e 1970. Mervel a reas e Zürich e 1970, teir sizhunvezh goude ma oa bet skoet gant un tramgarr nepell diouzh e di.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Julius Pokorny, Indogermanisches etymologisches Wörterbuch, daou damm, Bern–München, A. Francke, 1957/1969 (5vet emb., 2005).
- Rener embann Zeitschrift für celtische Philologie. Tübingen, Niemeyer, 1897.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sabine Heinz: Ur- und Frühgeschichtliche Erkenntnisse in den Arbeiten des Keltologen Julius Pokorny. In: A. Leube, M. Hegewisch (Hrsg.): Prähistorie und Nationalsozialismus. Die mittel- und osteuropäische Ur- und Frühgeschichtsforschung in den Jahren 1933–1945. Heidelberg 2002, S. 293–304.
- Joachim Lerchenmueller: "Keltischer Sprengstoff" : eine wissenschaftsgeschichtliche Studie über die deutsche Keltologie von 1900 bis 1945. Niemeyer, Tübingen 1997.
- Pól Ó Dochartaigh: Julius Pokorny, 1887–1970. Germans, Celts and Nationalism. Four Courts Press, Dublin 2004.
- Pól Ó Dochartaigh: Julius Pokorny: An Oursider Between Nationalism and Anti-Semitism, Ethnicity and Celticism. In: Wallace, Ian (Hg.). Fractured biographies. German Monitor 57. Amsterdam / New York: Rodopi. S. 87-118.
- Rüdiger Schmitt: Pokorny, Julius. In: Neue Deutsche Biographie (NDB). Band 20, Duncker & Humblot, Berlin 2001, S. 593 (Digitalisat).