Ramona (kanaouenn)
Neuz
Ur pennad Ramona zo ivez.
Ramona zo ur ganaouenn saoznek savet e 1928, ar gerioù gant L. Wolfe Gilbert[1] hag an ton valsenn gant Mabel Wayne.
Savet e oa bet evit ar film Ramona, e 1928, a oa diazezet war ar romant Ramona gant Helen Hunt Jackson. Enrollet e voe e 1928 gant Dolores del Río[2].
Adarre e voe implijet ar ganaouenn e 1936 evit ar film nevez heñvelanvet.
Doare Gene Austin a voe gwellañ gwerzh e-pad ur pennad(Daveoù a vank).
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E spagnoleg e 1928 gant Carlos Gardel, goude gant Alfredo Kraus, Gloria Lasso
- E saozneg: gant Louis Armstrong, Paul Whiteman Orchestra, Jim Reeves[3].
- E galleg : Tino Rossi.
- En alamaneg : The Blue Diamonds, un daouad izelvroat a vrudas ar ganaouenn.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ L. Wolfe Gilbert, Composer, Dead, The New York Times, July 13, 1970
- ↑ N'eo ket an enrolladur eus an dibab : Dolores del Río - YouTube
- ↑ Louis Armstrong - YouTube