Mont d’an endalc’had

Ramón Cabrera y Griñó

Eus Wikipedia
Ramón Cabrera y Griñó
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv-bihanRamón Kemmañ
Anv-familhCabrera Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Kzu 1806 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTortosa Kemmañ
Deiziad ar marv24 Mae 1877 Kemmañ
Lec'h ar marvVirginia Water Kemmañ
MammMaría Griñó Kemmañ
BugelMaria Teresa Luisa de Cabrera Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkatalaneg, spagnoleg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelKentañ brezel ar garlouriezh, Second Carlist War Kemmañ

Ramón Cabrera y Griñó (Tortosa, 1806 – Wentworth, Virginia Water, Surrey, Bro-Saoz 1877) a oa ur c'hont spagnol hag ur jeneral er brezel carlista en XIXvet kantved. E penn armeoù ar garlourien e tolead ar Maestrat e oa e-pad brezel kentañ ar garlourien hag e penn an armeoù e Katalonia e-pad an eil brezel. E fin ar brezelioù ez eas a-du gant Alfonso XII.

Ar garlouriezh a oa un emsav ganet goude marv ar roue Fernando VII, hag a glaske lakaat e vreur Carlos da roue, e-lec'h e verc'h Isabel II. Gwelet eo ivez etre ar stourm etre dalc'hidi ar renad kozh, ar garlourien harpet gant an Iliz katolik, ha difennerien ar Gapitalouriezh o kreskiñ.

Mab e oa da José Cabrera, marc'hadour ha perc'henn ur vag a 25 tonell e Tortosa, en aber ar stêr Ebro, a varvas pa oa 5 bloaz. E vugaleaj a dremenas o c'hoari war lez ar stêr hag e straedoù Tortosa gant ar vugale all. Pa voe bras e fellas d'he mamm ez aje da veleg. Evit-se e voe lakaet da gloareg, pe farnulo, e ti ur chaloni eus an iliz-veur anvet don Vincente Presivia : Ramon a laboure evel mevel en ti, hag en eskemm en deveze kentelioù latin.

Ne blijas ket ar vuhez-se dezhañ : lezirek, disent, tabuter, divergont, dichek e veze, un tronero (lampon), ha pa c'houlennas bout anvet da veleg e voe nac'het e c'houlenn gant eskob Tortosa, Víctor Damián Sáez, bet ministr d'ar roue Fernando VII. En 1825 en devoe da hêrezh ul leve-iliz.

Setu eñ hep ti nag aoz da bevar-bloaz warn-ugent, pa glevas keloù eus marv ar roue Fernando VII. Eizhtez goude, da hanter Here 1833, e voe diskuliet un irienn a-enep ar rouanez nevez Isabel II, ha Cabrera e-touez an iriennerien. Ar jeneral Berton, gouarnour kêr, a c'houlennas proseziñ ; ar vikel-vras don Mateo Sanpons a savas ar skrid-tamall. Dont a reas Ramon a-benn da dec'hel d'ar menezioù. Eno e klevas edo kreñvlec'h Morella o paouez bezañ kemeret gant an emsavidi eus kostezenn ar garlouriezh, hag eñ di da soudardiñ.

Ramón Cabrera par John Prescott Knight

Kentañ brezel ar garlouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mamm Cabrera, Maria Griñó, fuzuilhet e 1836.

E-pad Kentañ brezel ar garlouriezh (1833–1839) e tiskouezas bezañ un den kriz. Lakaat a reas fuzuilhañ prizonidi en devoa prometet lezel en buhez, tangwallañ a reas tier tud ha ne oant ket o vrezeliñ.

Kemeret e voe e vamm gant jeneraled ar rouanez, ha Cabrera a fuzuilhas maered hag ofiserien. Ar jeneral Agustín Nogueras a lakeas fuzuilhañ mamm Cabrera. Ha Cabrera neuze da brometiñ lakaat ar gwad da ruilhal e Katalonia, ken e voe lesanvet Tigr ar Maestrazgo. Fuzuilhañ a reas 1110 prizoniad brezel, 100 offiser, ha tud disoudard e-leizh, en o zouez gwragez pevar den a-du gant ar rouanez Isabel II, da zialiñ e vamm.