Quantrill's Raiders

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Quantrill's Raiders a oa ur vandennad torfedourien a-du gant Stadoù Kengevreet Amerika hag a implije kadoniezhoù doare guerrilla (ar ger "bushwhackers" a roer da hollad ar soudarded evel-se) o devoa stourmet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Penn ar vadennad hag a roas e anv dezhi a oa William Quantrill. Izili brudet all a oa bet evel ar vreudeur James (Jesse James ha Frank James) pe John Noland, ur soudard kengevreet afro-amerikan. E penn kentañ ar brezel diabarzh stadunanat, Missouri ha Kansas a oa chomet en Unaniezh ha suj d'ar gouarnamant. Met dont a reas an div stad-se da vezañ palioù evit ar bushwhackers kengevreet kement hag evit ar stoumerien enep sklavelezh pe Jayhawkers. An daou du a oa enebet daonet ha gant feulster diroll etrezo met ivez a-enep an drevourien evit bezañ mistri war an tiriadoù ha redian ar boblans d'o heuliañ.

Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]