John Noland
John Noland, bet ganet e 1844 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Even 1908, a oa unan eus diaraogerien bandennad William Quantrill.Ur sklav dieubet e oa. Sikouret en devoa da ergerzhout Lawrence (Kansas), a-raok Lazhadeg Lawrence gant ar Quantrill's Raiders e 1863.[1] Noland en dije disklêriet e oa deraouet al lazhadeg spontus a-raok ma vije distroet eus e ergerzhadenn e kêr[2].
Poltredoù zo eus John Noland, un Afro-Amerikan, azezet e-touez e gamaraded-stourm kozh e-kerzh emvodoù ar Raiders goude ar brezel[3]. Noland en deus klasket kemer perzh ar muiañ en emvodoù goude ar Brezel diabarzh stadunanat gant izili kozh bandennad Quantrill. Ar re-se a ziskrive anezhañ evel a man among men ("ur gwaz e-touez gwazed")[1]
Er film sevenet gant Ang Lee hag embannet e 1999 anvet Ride with the Devil[4], ma vez deskrivet ur strollad ijinet stourmerien bushwhackers eus Missouri awenet gant Quantrill's Raiders, an dudenn Daniel Holt zo savet a-ziwar John Noland. Ar film a ziskouez anezhañ en entremar, o stourm evit Stadoù Kengevreet Amerika. Ar film a ziskouez ivez Holt o kemer perzh e Lazhadeg Lawrence.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas John Noland d'ar 25 a viz Even 1908. Beziet eo e Woodlawn Cemetery, Independence, Jackson County, Missouri. Skrivet eo war e vez e oa ur Black Confederate.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Edward E. Leslie, The Devil Knows How to Ride: The True Story of William Clarke Quantrill and his Confederate Raiders, Da Capo Press, 1996 (ISBN 978-0-306-80865-4)
- ↑ William Elsey Connelley (1910), Quantrill And The Border Wars, CSIPP, 2013, p. 310 (ISBN 978-1-4944-1346-0)
- ↑ William Garrett Piston, Thomas P. Sweeney, Portraits of Conflict: A Photographic History of Missouri in the Civil War, University of Arkansas Press, 2009, p. 306 (ISBN 978-1-55728-913-1)
- ↑ IMDb