Qiu Xiaolong
Qiu Xiaolong (|裘小龙); bet ganet e Shanghai, Sina e 1953, a zo ur barzh saozneger, un troour, ur skrivagner romantoù polis, ur skridvarner hag ur c'helenner skol-veur. Emañ o vevañ e Saint Louis, Missouri, gant e wreg Wang Lijun hag o merc'h Julia Qiu.
Deuet oa da Stadoù-Unanet Amerika e 1988 evit skrivañ ul levr diwar-benn T. S. Eliot. Goude darvoudoù plasenn Tiananmen e 1989 e voe meneget gant ur gelaouenn e stourm evit sevel arc'hant evit sikour ar studierien sinaat er Stadoù-Unanet. Ne blijas ket se d'ar gouarnamant sinaat ha dibab a reas Qiu Xialong chom er Stadoù-Unanet.
Embannet en deus nav istor polis hag a c'hoarvez e Shanghai er bloavezhioù 1990 pa oa Republik Pobl Sina o vevañ kemmoù divent. En o-zouez Death of a Red Heroine a c'hounezas an Anthony Award evit ar gwellañ romant kentañ e 2001. En holl levrioù polis e kaver ar penn-enseller Chen Cao, ur poliser barzh hag onest. Met Sina a-vremañ eo danvez pennañ al levrioù. Kavet e vez e pep levr arroudennoù a varzhoniezh kozh hag a-vremañ, re all tennet diouzh preder Konfusius, selloù war keginerezh Sina, an tisavouriezh, an istor, ar politikerezh, studi ar plant, ar brederouriezh koulz ha war an doare da ren enklaskoù diwar-benn torfedoù.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istorioù an enseller Chen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Death of a Red Heroine (2000)
- A Loyal Character Dancer (2002)
- When Red Is Black (2004)
- A Case of Two Cities (2006)
- Red Mandarin Dress (2007)
- The Mao Case (2009)
- Don't Cry, Tai Lake (2012)
- Enigma of China (2013)
- Shanghai Redemption (2013)
Levrioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lines Around China (barzhonegoù) (2003)
- Years of Red Dust (2010)
Barzhonegoù troet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Treasury of Chinese Love Poems (2003)
- Evoking T'ang (2007)