Psyc'he
Psyc'he, pe Psike[1] (latin : Psyche ; henc'hresianeg : Ψυχή Psykhế) zo anv un doueez a zo personeladur an ene.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ meneg eus Psyc'he a gaver er romant Asinus aureus (an azen alaouret), skrivet gant Lucius Apuleius Madaurensis (pe Platonicus) en IIvet kantved, pe, resisoc'h, en ur gontadenn a zo e-kreiz ar romant.
Kontadenn Apuleius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ kontadenn Kupidon ha Psyc'he war-dro kreiz romant Apuleius ha kement hag ur bempvedenn anezhañ a ya ganti[2]. Kontet eo ar romant gant un den, anvet Lucius. Troet eo en azen dre un taol hud aet a-dreuz. Goude un toullad avanturioù e tro da zen en-dro goude debriñ roz. Damheñvel eo istor Psyc'he : ranellded, kastiz, amprouennoù[3].
Psyc'he, ur goantenn a briñsez, zo ken koant ma sav gwarizi en doueez Afrodite. Div c'hoar goant he deus, met koantoc'h eget an doueez n'int ket.
Arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Psyché surprend l'Amour endormi, gant Louis Jean François Lagrenée, 1769
- Psyché ranimée par le baiser de l'Amour, anavezet ivez evel Ar Pok, delwenn Antonio Canova, e Mirdi al Louvre, Pariz.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Maodez Glanndour, Kregin-mor, 1987, p. 222, meneget e Dictionnaire classique français-breton, Levrenn VIII, 1992, pennad Psychée
- ↑ Harrison, "Cupid and Psyche," Oxford Encyclopedia of Ancient Greece and Rome, p. 338.
- ↑ Entry on "Apuleius," in The Classical Tradition (Harvard University Press, 2010), pp. 56–57.