Mont d’an endalc’had

Psyc'he

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Psiche)
Psiche skrapet, gant William-Adolphe Bouguereau.

Psyc'he, pe Psike[1] (latin : Psyche ; henc'hresianeg : Ψυχή Psykhế) zo anv un doueez a zo personeladur an ene.

Kentañ meneg eus Psyc'he a gaver er romant Asinus aureus (an azen alaouret), skrivet gant Lucius Apuleius Madaurensis (pe Platonicus) en IIvet kantved, pe, resisoc'h, en ur gontadenn a zo e-kreiz ar romant.

Kontadenn Apuleius

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Psiche enoret gant ar bobl (1692–1702) gant Luca Giordano

Emañ kontadenn Kupidon ha Psyc'he war-dro kreiz romant Apuleius ha kement hag ur bempvedenn anezhañ a ya ganti[2]. Kontet eo ar romant gant un den, anvet Lucius. Troet eo en azen dre un taol hud aet a-dreuz. Goude un toullad avanturioù e tro da zen en-dro goude debriñ roz. Damheñvel eo istor Psyc'he : ranellded, kastiz, amprouennoù[3].

Psyc'he, ur goantenn a briñsez, zo ken koant ma sav gwarizi en doueez Afrodite. Div c'hoar goant he deus, met koantoc'h eget an doueez n'int ket.

Psiche sorprende Amore Louis Jean François Lagrenée, 1769
  1. Maodez Glanndour, Kregin-mor, 1987, p. 222, meneget e Dictionnaire classique français-breton, Levrenn VIII, 1992, pennad Psychée
  2. Harrison, "Cupid and Psyche," Oxford Encyclopedia of Ancient Greece and Rome, p. 338.
  3. Entry on "Apuleius," in The Classical Tradition (Harvard University Press, 2010), pp. 56–57.