Pseudozonaria nigropunctata

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pseudozonaria robertsi

Hoc'hig mor poentoù du
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Pseudozonaria
Anv skiantel
Pseudozonaria nigropunctata
(J. E. Gray, 1828)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Pseudozonaria nigropunctata a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Inizi Galápagos hag Ecuador.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea [2].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria nigropunctata o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea nigropunctata (Gray, 1828 ) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Zonaria nigropunctata (Gray, 1828 ) anv aet da get.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin brav ha ral a-walc'h eo an Pseudozonaria nigropunctata. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier e-touesk bezhin en dour fankek.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 22 mm ha 32 mm hirder, met gallout a reer kavout hiniennoù korrik betek 17 mm gour pe ramz, betek 42 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pseudozonaria robertsi, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria annettae spesadoù all ar genad, Neobernaya spadicea spesad tost e lec'h bevañ ha damhenvel e stumme hag e vegoù.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Su-Amerika etre Ecuador hag Inizi Galápagos.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=580703(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)