Pseudozonaria annettae
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig mor Annette – Nicaragua
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Pseudozonaria | ||
Anv skiantel | |||
Pseudozonaria annettae (Dall, 1909) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Pseudozonaria annettae a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h pe divoutin hervez an isspesad a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha 150 m donder etre Mec'hiko hag Ecuador.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Dall e 1909 dindan an anv genad Cypraea hag an anv spesad Cypraea sowerbyi[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria annettae o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea annettae (Dall, 1909) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Zonaria annettae (Dall, 1909) anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha boutin a-walc'h eo an Pseudozonaria annettae. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier e strolladoù bihan. An isspesad Pseudozonaria annettae aequinoctialis divoutin a vez draget gant bagoù etre 30 ha 150 m donder.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou isspesad a zo bet diskrivet :
- isspesad Pseudozonaria annettae annettae (Dall, 1909) War aodoù Mec'hiko er meurvor Habask.
- isspesad Pseudozonaria annettae aequinoctialis (Schilder, 1933) Eus Panama betek Ecuador.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 30 mm ha 43 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 18 mm gour pe ramz, betek 52 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pseudozonaria nigropunctata, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria robertsi spesadoù all ar genad, Neobernaya spadicea spesad tost e lec'h bevañ.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Norzh-Amerika e meurvor Habask etre Mec'hiko hag Ecuador.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=580704(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)