Mont d’an endalc’had

Protezenn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Prostezenn)

Notenn: tennañ a ra ar pennad-mañ da implij an termen "prostezenn" war dachenn ar yezhoniezh hag ar yezhadur. Evit implij an termen "prostezenn" war dachenn ar medisinerezh" s.o. ar pennad "Protezenn"

Er yezhoniezh e vez implijet an termen protezenn pe prostezenn (diwar ar henc'hresianeg: pro "rak-" + thesis "lakaat"; saoz: prothesis pe prosthesis) pe rakkresk[1] evit komz eus un doare metaplasmenn ma vez staget ur sonenn, peurliesañ ur vogalenn, ouzh penn-kentañ ur ger evit aesaat an distagadur.

Degouezhout a ra dreist-holl pa vez amprestet ur ger digant ur yezh ganti ur framm fonologiezh ha reolennoù fonotaktikel disheñvel diouzh an hini ma vez degemeret ganti, da skouer:

Spagnoleg
estado ("stad") diwar al latin status
Turkeg
istasyon ("porzh-houarn") diwar ar galleg station
Euskareg:
irratia ("skingomz") diwar ar spagnoleg radio
Hindeg
iskuul ("skol") diwar ar saozneg school


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lavar 09 p. 94