Prosez Nürnberg
Iskevrennad eus | trial |
---|---|
Stad | Alamagn |
Lec'h | Palace of Justice |
Daveennoù douaroniel | 49°27′16″N 11°2′54″E |
Heuliet gant | subsequent Nuremberg trials |
Deiziad kregiñ | 20 Du 1945 |
Deiziad echuiñ | 1 Her 1946 |
Lec'hienn ofisiel | http://museen.nuernberg.de/memorium-nuernberger-prozesse/ |
Full work available at URL | https://archive.org/details/TheNurnbergTrial |
Testenn ar pennreolennoù | Nuremberg Charter |
Court | International Military Tribunal |
Plaintiff | Robert H. Jackson, Roman Rudenko, Hartley Shawcross, François de Menthon, Auguste Champetier de Ribes |
Charge | Irienn, war of aggression, torfed brezel, torfed a-enep Mab-Den |
Istor | Nuremberg Trials bibliography |
Prosezioù Nürnberg (alamaneg : die Nürnberger Prozesse) zo bet un heuliad prosezioù milourel dalc'het gant nerzhioù ar Gevredidi a-enep pennoù bras an Trede Reich a voe barnet evit bezañ bet prientet ha kroget an Eil Brezel-bed kement hag an Holokost ha torfedoù-brezel all.
E kêr Nürnberg, en Alamagn, e voe dalc'het ar prosezioù. An doareoù da gas ar prosez ha da varn a oa bet un troc'h e-keñver al lezennoù etrebroadel klasel hag al lezennoù etrebroadel a-vremañ.
An hini kentañ eus an heuliad prosezioù, an hini brudetañ ivez, "brasañ proseze n Istor", a voe renet gant Norman Birkett, unan eus barnerien ar Rouantelezh-Unanet. Bez' e oa bet prosez pennoù bras an Trede Reich a voe engouestlet en torfedoù-brezel gwashañ dirak al lez-varn milourel etrebroadel International Military Tribunal (IMT).
Dalc'het etre an 20 a viz Du 1945 hag ar 1añ a viz Here 1946, al lez-varn a oa bet kefridiet da varn 24 eus pennoù bras milourel hag armerzhel an Trede Reich. E gwirionez, Martin Bormann a voe barnet hep bezañ war al lec'h, ha Robert Ley a oa en em lazhet ur sizhun a-raok ma voe kroget gant ar prosez meur.
E-touez ar re varnet e vanke Adolf Hitler, Heinrich Himmler ha Joseph Goebbels, an holl re-se a oa en em lazhet er bloaz 1945, c'hwec'h miz a-raok deroù ar prosez. Reinhard Heydrich ne voe ket barnet dre ma oa bet lazhet e 1942.
-
An damallidi ; Hermann Göring (kentañ renk a-gleiz) a oa pal pennañ al lez-varn dre ma oa ar penn uhelañ eus an Trede Reich hag a oa bev c'hoazh goude emlazh Adolf Hitler
-
An difennerien ; unan eus an nebeud luc'hskeudennoù e liv eus ar prosez
-
Toull-bac'h Nürnberg ; ur gward dizehan dirak pep log evit evezhiañ ar brizonidi noz ha deiz ; en tu dehoù pellañ emañ logoù Goering ha Rudolf Hess