Priz kounaat Astrid Lindgren

Eus Wikipedia

Ar Priz kounaat Astrid Lindgren, pe « Astrid Lindgren memorial award » (ALMA) zo ur priz lennegel a vez roet da skrivagnerien evit ar yaouankiz. Krouet eo bet gant gouarnamant Sveden en 2002, pa varvas Astrid Lindgren, kroueerez Pippi Långstrump. Pemp milion a gurunennoù svedat a vez roet d'al loread(ez), da lavaret eo kement ha 550 000 euro : gant se eo ar priz pouezusañ evit ar rumm lennegezh-mañ. An eil brasañ priz lennegel er bed eo war-lerc'h Priz Nobel al lennegezh.