Prix des Incorruptibles
Neuz
Ar Prix des Incorruptibles ( priz an dud dibrenus) zo ur priz lennegezh-vugale gallek, aozet er skolioù gall, adalek ar skolioù-mamm betek an eil klas, abaoe 1988 .
Krouet eo bet gant levrdiourien evit brudañ al lenn er skolioù ha berzh a ra er skolioù gall, diouzh ma poagn ar skolaerien ha kelennerien da lakaat o skolidi da gemer perzh.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ret e vez d'ar vugale lenn un toullad levrioù, eus ul listennad kinniget gant tud a vicher, ha reiñ notennoù dezho. Diwar-se e vez dibabet ar priz kentañ. Maeroned ha paeroned zo bet d'ar priz: Anna Gavalda, Martine Delerm ha Daniel Pennac.
Levezon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar priz-se eo bet awenet krouerien Priz ar Yaouankiz e Breizh, emezo.
Al loreidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2004 : Franck Bijou, Delphine Aubry, Née de la dernière pluie (Éditions du Rouergue)
- 2005 : Jean-Philippe Arrou-Vignod, Le Camembert volant (Gallimard)
- 2006 : Kim Jin-kyeong, Kim Jae-Hong, L'école des chats : Tome 1, Le Secret de la Grotte de Cristal (Philippe Picquier)
- 2007 : Kate Saunders, La Bataille de la sardine sacrée (Nathan)
- 2008 : Emmanuelle de Saint Chamas, Benoît de Saint Chamas, Contes des six trésors (Jasmin)
- 2009 : Silvana Gandolfi, Le Baume du Dragon (Panama)
- 2010 ?