Mont d’an endalc’had

Pritilata Waddedar

Eus Wikipedia
Pritilata Waddedar

Pritilata Waddedar (5 a viz Mae 191123 a viz Gwengolo 1932)[1] a oa ur vroadelourez vengali.
Goude bezañ bet tapet ur skrid-testeni war ar brederouriezh ez eas da gelennerez kent emouestlañ en ur c'helc'h dispac'herien a-enep beli ar Rouantelezh-Unanet a oa kaset gant Sourya Sen eus an Indian National Congress.
D'an 23 a viz Gwengolo 1932 e kasas Pritilata Waddedar, oadet 21 bloaz, eizh dispac'her ganti da arsailhat ar Pahartali European Club e kêr Chittagong (e Bangladesh bremañ), en abeg d'ur skritell eno ma oa skrivet « Dogs and Indians not allowed », "berzet d'ar chas ha d'an Indianed". Lakaat a rejont an tan, ha spontet e voe renerien ar paou[2]. Tapet e voent gant ar polis saoz ; evit chom hep bout kastizet e tibabas Pritilata Waddedar en em lazhañ dre lonkañ kianidenn (KCN).

Delwenn da Pritilata er skol Waddedar, Chittagong

D'ar skrivagnerez Bangladeshi Selina Hossain eo Pritilata ur skouer a vaouez.[3] A trust named Birkannya Pritilata Trust (Brave lady Pritilata Trust) zo bet savet en enor dezhi. Deiz-ha-bloaz Pritilata a vez lidet e Bangladesh hag en India bep bloaz. lavarez e vez anezhi ez eo "a beacon of light for women".[4] The last end of Sahid Abdus Sabur Road to Mukunda Ram Hat of Boalkhali upazila in Chittagong has been named as Pritilata Waddedar Road.[5]