Princess Erika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gwelet ar pennad diwar-benn an heñvelstummoù Erika.

Princess Erika, Erika Dobong'na he gwir anv anezhi, zo ur ganerez hag aktourez c'hall a orin gamerounat, ganet e Pariz. Brudet eo evit he c'hanaouennoù awenet gant ar ragga evel Trop de bla-bla ha Faut qu’j’travaille.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Princess Erika e 1964 e Pariz, he zud o vezañ kamerounat. He mamm zo merc'h ur penn hengounel en arlu politikel e Bro-C'hall. Sevel a ra Erika e 1982 ar strollad Blackheart Daughters gant he c'hoarezed, ha goude hini Princess and the royal Sound. Treiñ a ra ar strollad meur a wech e framm abadennoù sonerezh ar jamaikanat Dennis Brown.

Enrollañ a ra e 1988 he zon Trop de bla-bla e Londrez a ra berzh e Bro-C'hall, ha goude Tendresse o tegas he albom kentañ e 1992. Kanañ a ra e penn-kentañ sonadegoù Les Négresses Vertes.

Beajiñ a ra kalz ha dont a ra er-maez e 1995 he eil albom , D'origine. Ar ganaouenn Faut qu’j’travaille a zo e penn ar gwerzhadennoù e Frañs. Kanañ a ra gant kanerien all evel Catherine Ringer eus Les Rita Mitsouko (ar ganaouenn Ailleurs e albom Les Rita Mitsouko Accoustiques e 1996), gant Marc Lavoine e 1997 e ton Les hommes sont des femmes comme les autres, gant ar re Enfoirés. Skrivañ a ra ivez evit arzourien all evel ar re Nubians (Embrasse-moi).

Kemer a ra perzh er CD Agir Réagir e 1994 evit skoazell ar re tizhet gant ar c'hren-douar e rannvro Al-Hoceima e bro-Maroko. Tapet eo bet he zon "Trop de Bla-Bla" gant ar strollad asurañsoù MMA evit ur bruderezh.

Kemer a ra perzh e 2005 en eil koulzag eus an abadenn skinwel La Ferme Célébrités evit ar gevredigezh afrikan "Routes du sud" a sikour ar merc'hed yaouank hag ar vugale. Ober a ra war-dro pevar aozadur sonadegoù Les voix de l'espoir evit La Chaîne de l'Espoir.

Kavout a reer anezhi war ar CD Il est 5 heures Kingston s'éveille, un dastumad tonioù reggae gallek. Kanañ a ra La Vie en rose hag ivez J'ai encore rêvé d'elle asambles gant Pierpoljak.

Un aktourez eo ivez gant un toullad rolloù er sinema hag er c'hoariva. C'hoari a ra da skouer e 2008 gant Steevy Boulay ha Vincent Azé e pezh Le Petit Trésor, er Grande Comédie.

Daou vugel en deus Princess Erika : Julien ganet e 1983 hag Oudima ganet e 2003. Emañ o paouez echuiñ hec'h albom nevez, produet gant Mariano Beuve.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1988 : Trop de bla-bla
  • 1990 : Faut que j'travaille
  • 1992 : Princess Erika
  • 1995 : D'origine
  • 1999 : Tant qu'il y aura
  • 2005 : À l'épreuve du temps

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]