Prim (strollad sonerezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar strollad Prim e Treffrin, e 2008.

Prim a zo ur strollad sonerien rock brezhonek krouet e 2006.

Pevar soner a gaver er strollad: Malo Adeux (gitar, kan), Glenn Piriou (taboulinoù, kan), Meven Cabon (gitar-boud) ha Louri Pean (eil gitar).

Sonet o deus evit ar wech kentañ e Karaez evit devezh ar brezhoneg. Un Taol-Lañs aozet gant Dazont Ar Yezh e oa.

Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor Prim zo kroget e miz Kerzu ar bloavezh 2006 pa oa kroget Glenn Piriou ha Malo Adeux da seniñ asambles evit ar blijadur. Un devezh m'e oant oc'h ober ur "boeuf" e oa kroget malo da c'hoari unan eus e ganaouennoù hag a oa plijet kalz da C'hlenn ("Kemer ma Dorn"). Tabouliner ar strollad a gofes : "Tu 'vefe bet din c'hoari anezhi e-pad eurvezhioù". Da-c'houde o deus kendalc'het da c'hoari asambles ha divizet o deus en em emskrivañ da-geñver Devezh ar Brezhoneg 2007. Bloaz goude e klaskint ur gitarour-boud, hag e voe kavet e-touez re an eilved klas e Lise Diwan Karaez, Meven Cabon. Sonet 'vo un nebeud goude hag e vo degemeret Louri Péan, an eil gitarour, er strollad. Unan eus re an eilved klas e oa anezhañ ivez hag ur mignon da C'hlenn e oa abaoe ma'z int bihan. N'eo ket echu an istor, hiziv an deiz emaint c'hoazh o skrivañ anezhi...

Piv int ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ ar pevar 'ba Lise Diwan Karaez, Malo ha Glenn e termen L ha Meven ha Louri en eilved du e 2007-2008.

  • Meven Cabon, ganet d'an 22 a viz Du 1992 , a zo o vevañ e Kommanna.
  • Glenn Piriou, bet ganet d'an 2 a viz Meurzh 1990, a zo o vevañ e Konk-Kerne.
  • Louri Péan, ganet eo bet d'ar 25 a viz Even 1992. Emañ o vevañ e Konk-Kerne ivez, nebell diouzh ti Glenn. Seniñ a ra binioù-bras ivez.
  • Malo Adeux, bet ganet en Naoned d'an 11 a viz Mae 1990, en deus savet ar c'hanaouennoù.

Orin anv ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet eo bet an anv er memes koulz ma oa krouet ar strollad gant Malo ha Glenn evit en en emskrivañ evit devezh ar Brezhoneg. O klask b'ar geriadur e oant ha kavet o deus Prim hag a seblante mat a-walc'h evito.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]