Mont d’an endalc’had

Pride (film, 2014)

Eus Wikipedia

Pride ("Lorc'h") zo ur film breizhveuriat savet gant Matthew Warchus ha deuet er-maez e 2014.

Danvez ar film

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur strollad heñvelreizhidi a glask sikour mengleuzierien en o stourm, er bloavezhioù 1980. Tremen a ra an istor e Londrez hag e Kembre. Dastum a reont arc'hant evit skoazellañ harz-labour ar vengleuzierien. Da gentañ n'int ket degemeret mat er gêriadenn rak an heñvelreizhidi n'int ket deuet-mat. Kenderc'hel a reont betek tizhout o fal, hag a-benn ar fin e c'hounezont doujañs ar vengleuzierien. Ur film fromus eo, a laka an den d'en em santout perzh er stourm.

Un istor awenet gant darvoudou gwir

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Joe (Broomley) zo unan eus an tudennoù nemeto a zo bet ijinet, ar re all o deus bevet an istor-mañ.
Mark Christian Ashton (c’hoariet gant Ben Schnetzer) a stourme evit gwirioù an heñvelreizhidi, ha krouet en deus gant e vignon Mike Jackson ar strollad Lesbians and Gays Support the Miners (LGSM) goude bezañ bet e Gay Pride 1984 e Londrez o tastum arc’hant evit al labourerien a oa oc’h ober harz-labour.
Bez' emañ ivez Siân Catherine James hag a oa ur bolitikerez eus Kembre ; kemeret he deus perzh e harzoù-labour ar vengleuzerien etre 1984 ha 1985. A-youl-vat e oa ha sikouret he deus tro-dro da 1 000 familh mengleuzierien.
Stephanie Chambers (c’hoariet gant Faye Marsay) a oa al lesbianez nemeti e-touez krouerien ar strollad LGSM.

An darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma seblant an emglev-se bezañ diwirheñvel, an darvoudoù pennañ zo gwir.

Harz-labour ar film zo unan gwir, hini ar vengleuzerien er bloavezhioù 1984-1985 e Breiz-hVeur evit plas ar sindikad. Ar strollad LGSM, bet krouet e 1984 gant Mark Ashton, a zo ur strollad tud heñvelreizhat o deus dastumet arc'hant evit an harz-labour-se, da sikour ar vengleuzierien. Bresford, ar skrivagner, en deus adkavet izili ar strollad war ar rouedadoù, dastumet en deus o zestenioù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]