Pop rock
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ar sonerezh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar sonerezh pop rock zo ur sonerezh rock a laka muioc'h a bouez war ar skrivañ kanaouennoù a-vicher hag an enrolladennoù peurlipet. Deuet e oa war-wel e fin ar bloavezhioù 1950 evel ur choaz all e-keñver ar rock 'n' roll boas, ha gwelet a c'heller anezhañ evel un doare disheñvel-mik kentoc'h eget ur sonerezh a ya war-zu ar pop ha war-zu ar rock war un dro[1] Enebourien ar pop rock a lavar alies eo ur mod kenwerzhel da seniñ rock ha n'eo ket gwirion.[2].
Abaoe deroù an XXvet kantved e implijer er saozneg hag e yezhoù all ar ger pop da gaozeal diwar-benn sonerezhioù a ra berzh, met adalek ar bloavezhioù 1950 e oa bet implijet muioc'h-muiañ evit un doare-sonerezh nevez, graet evit ar yaouankizoù, ha kinniget alies evel ur choaz dousoc'h e-keñver ar rock 'n' roll.[3] Adalek 1967 e oa bet implijet muioc'h en enebiezh d'ar sonerezh rock, da gaozeal diwar-benn ur sonerezh graet evit ar marc'had, ne oa ket ken padus met digor d'an holl.[4] Er c'hontrol e veze gwelet ar sonerezh rock evel unan a lakae pouez war labourioù astennet, albomoù dreist-holl, e-lamm ouzh is-sevenadurioù, evel eneb-sevenadur ar bloavezhioù 1960, o lakaat pouez war an dalvoudegezh arzel ha gwirionez ar sonerezh, ar sonadegoù dirak ar publik, barregezh gant ar vouezh hag ar binvioù-sonerezh, o kas araokadurioù kentoc'h eget heuliañ gizioù hepken.[3][4][5] Evelato eo bet atav heñvel ar pop ouzh ar rock e-keñver son, binvioù ha temoù ar c'hanaouennoù zoken.
Ar mare e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960 a zo bet gwelet alies evel ur hiatus evit ar rock 'n' roll. Lakaet eo bet war-wel koulskoude gizioù ha nevezenti ganet er mare-se o doa graet posupl d'an doare-sonerezh da emdreiñ da c'houde[6],[7]. Tra ma veze graet berzh er roc'k 'n' roll kentañ, dreist-holl gant ar rockabilly, gant arzourien gourel ha gwenn e oa deuet ar merc'hed hag ar re zu da gemer muioc'h a bouez d'ar mare-se. Ne oa ket aet ar rock 'n' roll diwar-wel neuze ha lod eus e energiezh a c'helled santout en dañs twist e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960, gant skouer Chubby Checker.[7]
Gant Cliff Richard e oa bet graet ar berzh breizhveuriat kentañ er rock 'n' roll gant ar ganaouenn Move It, o tiorren son ar British rock da zont[8] E deroù ar bloavezhioù 1960 e oa e strollad-harpañ The Shadows an hini a rae ar muiañ a verzh e-touez ar re a sone rock binvioù.[9] Tra m'edo ar rock 'n' roll o vont da bop skañv ha balladoù e komañse strolladoù rock breizhveuriat da seniñ e kluboù, levezonet kalz gant sonerien gentañ ar blues-pop evel Alexis Korner, o kas ur sonerezh nerzhusoc'h eget ar pezh a gleved gant ar ganerien wenn amerikan.[10].
Pouezus e oa bet ivez donedigezh ar sonerezh soul er c'henwerzh, diorroet diwar ar rythm and blues gant traoù adtapet diwar ar gospel hag ar pop, kaset gant arzourien evel Ray Charles ha Sam Cooke adalek kreiz ar bloavezhioù 1950 hag adalek ar bloavezhioù 1960 gant Marvin Gaye, James Brown, Aretha Franklin, Curtis Mayfield pe Stevie Wonder o doa komañset da gaout ur berzh ledanoc'h. Lakaet ez eus bet pouez war araokadurioù teknik c'hoarvezet d'ar mare-se, evel al labour elektronel a raed war ar son (gant John Meek da skouer) ha doareoù-produiñ kemplezh evel Wall of Sound Phil Spector.[7]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Steven L. Hamelman (2004). But is it Garbage?: On Rock d Trash. University of Georgia Press. p. 11. ISBN 978-0-8203-2587-3. Archived from the original on 2017-03-02. Retrieved 2017-03-01.
- ↑ (en) S. Jones, Pop music and the press (Temple University Press, 2002), p. 109.
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) S. Frith, "Pop music" in S. Frith, W. Stray and J. Street, eds, The Cambridge Companion to Pop and Rock (Cambridge: Cambridge University Press, 2001), ISBN 0-521-55660-0, pp. 93–108.
- ↑ 4,0 ha4,1 (en) T. Warner, Pop Music: Technology and Creativity: Trevor Horn and the Digital Revolution (Aldershot: Ashgate, 2003), ISBN 0-7546-3132-X, pp. 3–4.
- ↑ (en) R. Shuker, Understanding Popular Music (Abingdon: Routledge, 2nd edn., 2001), ISBN 0-415-23509-X, pp. 8–10.
- ↑ (en) B. Bradby, "Do-talk, don't-talk: the division of the subject in girl-group music" in S. Frith and A. Goodwin, eds, On Record: Rock, Pop, and the Written Word (Abingdon: Routledge, 1990), ISBN 0-415-05306-4, p. 341.
- ↑ 7,0 7,1 ha7,2 (en) K. Keightley, "Reconsidering rock" in S. Frith, W. Straw and J. Street, eds, The Cambridge Companion to Pop and Rock (Cambridge: Cambridge University Press, 2001), ISBN 0-521-55660-0, p. 116.
- ↑ (en) D. Hatch and S. Millward, From Blues to Rock: an Analytical History of Pop Music (Manchester: Manchester University Press, 1987), ISBN 0-7190-1489-1, p. 78.
- ↑ (en) A.J. Millard, The Electric Guitar: a History of an American Icon (Baltimore, MD: JHU Press, 2004), ISBN 0-8018-7862-4, p. 150.
- ↑ (en) B. Eder, "British Blues", in V. Bogdanov, C. Woodstra, S.T. Erlewine, eds, All Music Guide to the Blues: The Definitive Guide to the Blues (Milwaukee, WI: Backbeat Books, 3rd edn., 2003), ISBN 0-87930-736-6, p. 700.