Pont Gras
Neuz
Pont Gras zo ur savadur galian-ha-roman etre Sant-Lefer ha Gwenrann, er Briwer.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Pont Gras war ar wenojenn etre kêriadenn Kerbourc'h, e kumun Sant-Lefer, ha kêriadenn Gras, e kumun Gwenrann. Gantañ e c'haller treuziñ ar stêr Mes, nebeut a-raok geunioù Pompas.
Ur roudouz eo kentoc'h eget ur pont : graet eo gant melloù mein plad steudet lakaet war al leur a-hed meur a zek metr, a-dreuz ar stêr, e-mesk ar c'horz. E-kreiz eo bet uhelaet ar maen bras evit lakaat ar Mes da redek dindanañ. Ar hollad a ra ur seurt stankellig hag er goañv e c'hall ar roudouz bezañ beuzet e lec'h pe lec'h.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pont a vefe eus ar mare galian-ha-roman, tro ar Iañ kantved[1][2].
Goude bezañ disac'het ar maen kreiz eo bet renevezet ar pont e 2014[3].
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) «Pont de Gras» war The Megalithic Portal
- ↑ (fr) «Pont Gallo-Romain de Gras [ROGRAS ]» ul lec'hienn diwar-benn mein-veur ar bed
- ↑ kannadig-kêr Sant-Lefer, miz Kerzu 2014