Mont d’an endalc’had

Polandball

Eus Wikipedia
Polandball
treset gant ur c'henrouedader

Polandball (mellbolonia diwar skouer football), a anver countryball (mellvro) ivez, zo un Internet meme krouet gant implijerien ar Genrouedad. Er bloaz 2009 e voe boulc'het er rann /int/ eus krautchan.net.
Bannoù-treset a-vil-vern e mod kennasket eo Polandball, ma vez broioù aroueziet gant melloù oc'h ober goap e brizhsaozneg (Broken English) ouzh an darempredoù etrebroadel hag eus ar bloc'heiladoù a vez diwar-benn bro pe vro.

Gwriziennet eo Polandball en ur "brezel" a voe e miz Eost 2009 etre kenrouedaderien eus Polonia hag ar peurrest eus ar bed war drawball.com, a oa ul lec'hienn ma c'halle forzh piv tresañ forzh petra ha kemmañ tresadennoù a oa bet graet en e raok.
Poloniz e soñjas dezho tresañ banniel o bro war ur vell, ruz el laez ha gwenn en traoñ, gant ar ger POLSKA ("Polonia") skrivet er c'hreiz anezhi. Buan e voe miliadoù a Boloniz all oc'h adtapout ar vell-se ha diwar kenurzh gant 4chan e voe ar vell goloet gant ur svastika nazi ramzel.

Krautchan.net a oa un imageboard alamanek ma c'halled eskemm skeudennoù. Kenrouedaderien saoznek e oa an darn vrasañ eus implijerien he rann /int/.
War anv un implijer breizhveurat anvet Falco e lakaer deroù ar Polandball, pa dresas ar vell gentañ dre MS Paint[1] e miz Gwengolo 2009. E-maez eus pep soñj politikel e voe ar meme krouet evit ober goap eus ur Polonad anvet Wojak a drese en hevelep lec'hienn hag a skrive e broken English. Goude-se e voe bannoù-treset Polandball treset a-zevri gant Rused.
Breizh-Veur treset war an Internet e doare Polandball
Ur skouer eus ur Polandball savet gant ur c'henrouedader diwar-benn Jorjia ha Wikipedia

Polonia, hec'h istor, he darempredoù gant ar broioù all hag he bloc'heiladoù eo diazez Polandball.
Poloniz a vez gwelet evel brashunvreerien vezhus o vezañ Poloniz. Brudet e voe ar meme goude ma'z eas un nijerez Tu-154 d'an traoñ e Smolensk er bloaz 2010, o lazhañ Lech Kaczyński, prezidant Polonia.
E Broken English ha luc'haj ar Genrouedad e vez ar chomzoù e Polandball, ar pezh a zo damheñvel ouzh ar meme Lolcat. A-ratozh-kaer e vez mell Polonia treset e ruz a-us gwenn, a zo ar c'hontrol eus banniel ar vro. Atav e vez Polonia o ouelañ e dibenn ar vandenn-dreset.

Lod bannoù-treset Polandball' zo diazezet war ar fed ma c'hall Rusia mont da veajiñ en egor, ar pezh a c'houlaka ez eo Polonia dic'houest da ober kemend-all.
Unan eus ar bannoù-treset Polandball brudetañ a grog dre an Douar tost da vezañ pulluc'het gant un oablegenn ramzel. An holl vroadoù a c'hall beajiñ en egor a ziviz mont da dreiñ tro-dro d'ar blanedenn, hag e dibenn an istor e chom Polonia hec'h-unan o ouelañ war an Douar.
E Broken English e lavar Polonia neuze al lavarenn vrudet Poland cannot into space ("Polonia ket gouest en egor"). En doare fentus-se ivez e paouez Rused da dabutal gant Poloniz a-zivout pe vroad zo dreist eben.

Ur Polandball all zo troet war-du ar flemmfent istorel ha politikel : Polonia zo gwelet oc'h enoeiñ ar melloù all abalamour ma c'hoari he faborez pa ziskleir bezañ bet galloudusañ broad ar bed a-c'houde bezañ bet trec'h war Rusia ha Turkia ; evel-just e c'hoarzh ar melloù all outi, ha krog eo Polonia da huchal kurwa ("gast") en ur ziskouez ur panell Internet serious business — ul lugan war ar Genrouedad, a dalvez da c'hogeañ neb a fae war dodennoù a zo. Goude-se, evel dleet e Polandball', e weler Polonia o ouelañ.

Countryballs arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a ra Polandball diskouez bannoù-treset diwar-benn broioù estreget Polonia, hogen Polandball a reer anezho evelkent dre genemglev dispis. Countryballs a reer anezho ivez. Hervez Lurkmore.to, Bavaria he deus he mell dezhi. Melloù all zo bet krouet evit ar Stadoù-Unanet, Katalonia ha Siberia. Singapour a vez treset e stumm un tric'horn hag anvet Tringapore. Israel zo e stumm ur gourdiñs (oc'h ober dave d'ar fizik yuzev). Ur vrikenn a ya da aroueziñ Kazakstan. Breizh-Veur a zoug un tog hag un unwerenn[2].

Lec'hiennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Ur poellad-tresañ eo Microsoft® PaintTM
  2. (ru) Int. Kavet : 03 C'hwe 2022.