Ploiești
Neuz
Ploiești (distaget [ploˈjeʃtʲ] e roumaneg) zo ur gêr vras eus Roumania. Emañ en hanternoz da Vukarest, un hanter-kant kilometr bennak diouzh ar gêr-se.
Ur c'hroashent a bouez eo Ploiești, etre Bukarest, Transilvania ha Moldavia. Ur greizenn c'hreantel vras eo ivez : eno e oa bet digoret ar burerezh tireoul vras kentañ er bed, e 1856-1857.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e veze tireoul Ploiești gant Alamagn. Bombezet e voe ar burerezh meur a wezh gant an USAAF[1],[2]. Kemeret e voe gant al Lu Ruz e miz Eost 1944.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare niveradeg 2011 e oa 201 226 a dud o chom e Ploiești ha gant se e oa an navvet kêr vrasañ e Roumania.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Ploieşti gant ar c'hêrioù-mañ :
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Universal Newsreel
- ↑ James Dugan ha Caroll Stewart, Ploesti: The Great Ground-Air Battle of 1 August 1943, Brassey's Inc., 1998, ISBN 10: 1574881442 ISBN 13: 9781574881448
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ti-kêr Ploiești (ro) (en)