Plektrudis
Plektrudis (Plectrude e galleg), ganet war-dro 650 ha marvet en 717, a oa ur briñsez frank, deuet da vezañ gwreg Pepin Herstal, maer ar palez en Aostrazia.
Merc'h e oa d'ar c'hont Hugobert, senechal Klovis IV, ha Irmina Oeren, konted ha perc'henned vras etre Köln ha Trier, war lez ar Roen.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 670/675 e timezas da Pepin Herstal, lesanvet Pepin Dev, ha daou vab o doe:
Ur bern madoù a zegasas d'he fried, ar pezh a voe ur skoazell vras dezhañ en e vrezelioù ouzh Franked Neustria
Ur serc'h avat en doa Pepin, Alpaida hec'h anv, ha daou vab he do ivez:
- Karl, brudet evel Karl Martel,
- Childebrand, kont Bourgogn ha dug Provañs.
Klask a reas lakaat he bugale ha bugale-vihan da vezañ hêred Pepin. Asantiñ a reas Pepin da legadiñ e garg d'o mab-bihan Teudoald.
Marv Pepin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas Pepin Herstal, e miz Kerzu 714 eta, e lammas Plektrudis war ar galloud, hag e lakaas bac'hañ e vab bastard Karl e Köln, p'edo o klask mont da vaer ar palez en Aostrazia. Ober a reas war-dro ar roue yaouank Dagobert III hag e viras outañ da emellout ouzh politikerezh. Fellout a rae dezhañ envel Ragenfred da vaer ar palez e Neustria, met hi a lakas envel he mab-bihan Teodoald en e lec'h. Mervel a reas ar roue yaouank en 715 da 16 vloaz.
E 716 e teuas Chilperig II, roue ar Franked, ha Ragenfrid, e vaer ar palez, da aloubiñ Aostrazia. Kentañ a voe graet gante eo mont d'en em gannañ gant Karl a oa o paouez tec'hel eus e vac'h. Pa voe faezhet gante e trojont war-zu Köln ma oa repuet Plektrudis, ha kemeret e voe kêr ha skrapet an teñzor gante. Anavezet e voe Chilperig evel roue ha Ragenfrid evel maer. Adal neuze e troas mat an traoù gant Karl Martel.
En 717 e voe trec'h en Amblève hag e Vincy e kasas kuit roue ha maer betek Pariz, a-raok distreiñ da g-Köln, da ober he stal da Blektrudis. Kemeret e voe kêr gantañ. Kollet e oa he levezon gant Plektrudis ha mervel a eure er bloaz-se end-eeun e Köln e-lec'h ma voe beziet.